• Entrez votre identifiant et votre mot de passe dans le formulaire ci-dessous

    Votre identifiant
    Votre mot de passe

8794

Films
en accès libre

RECHERCHE





  •  
    Champ
    Opérateur
    Valeur
Sur le même thème

Ur sizhun, un istor : sizhun 11 [30467]

2017 précisément | TÉBÉO

Contribuez !
Film professionnel | Bretagne
16 a viz Meurzh 1978. Un eoullestr a vro Liberia, an Amoco Cadiz, a zo aet d'ar strad e-pad an noz, war aodoù hanternoz Penn-ar-Bed, 'kostez Porsal. Goude bezañ klasket he stlejañ betek an douar, en aner, e torr ar vag e daou.

Mantrus eo : daou c'hant seizh mil tonenn warn-ugent a direoul kriz ha tri mil tonenn a fioul a zo skuilhet war bevar c'hant kilometrad a aodoù.

Sabatuet ha kounnaret eo an dud antronoz vintin pa zizoloont grevusted an darvoud. En ur ober 11 vloaz eo ar pevare lanv du goude reoù an Torrey Canyon e 1967, an Olympic Bravery hag ar Bohlen e 1976.

Prestik e lakaer e pleustr ar steuñv POLMAR a-enep da saotradur ar mor. Ar boblañs hag an arme a zo kaset da naetaat ar mazout, met ur pezh labour a zo d'ober. Strad ar mor, ar parkeier istr, al loened hag ar struzh a zo bet skoet. Pep hini a ra par ma c'hell evit herzel ouzh al lanv du, met siwazh eo re ziwezhat dija : efedoù spontus a zo war an douristelezh, ekonomiezh ar vro hag an endro.

La newsletter
de la cinémathèque de Bretagne

Pour recevoir toutes nos informations,
inscrivez-vous

Powered by diasite
Designed by diateam