• Entrez votre identifiant et votre mot de passe dans le formulaire ci-dessous

    Votre identifiant
    Votre mot de passe

8794

Films
en accès libre

RECHERCHE





  •  
    Champ
    Opérateur
    Valeur
Sur le même thème

Ur sizhun, un istor : sizhun 14 [30470]

2017 précisément | TÉBÉO

Contribuez !
Film professionnel | Bretagne
6 a viz Ebrel 1917. Abaoe daou vloaz ez eus savet brezel digounnar en Europa. Kongres ar Stadoù-Unanet, diwar atiz ar prezidant amerikan Thomas Woodrow Wilson, a ziskler brezel d'an Impalaeriezh alaman.

E miz Du e teu Brest da vezañ porzh pennañ dilestradeg ar soudarded hag o dafar, goude porzh Sant-Nazer. Ouzhpenn 850 000 soudard amerikan a dremen dre Vrest etre 1917 ha 1918.

Degemeret eo ar prezidant Wilson e-giz un haroz e miz Kerzu 1918 : ar wech kentañ eo d'ur prezidant amerikan dont en Europa.

Ar skeudennoù-mañ a zo bet filmet gant ar soudarded o-unan, ha miret e vezont e Dielloù Broadel ar Stadoù-Unanet.

Ur brezel drastus eo bet ar c'hentañ brezel bed. Ouzhpenn 10 milion a dud a zo bet lazhet, soudarded ha trevourien, hag ouzhpenn 20 milion a zo bet gloazet.

La newsletter
de la cinémathèque de Bretagne

Pour recevoir toutes nos informations,
inscrivez-vous

Powered by diasite
Designed by diateam