• Skrivit hoc'h anv implijer ha ger-kuzh er furmskrid amañ dindan

    Anv implijer
    Ger-kuzh

8794

film enlinenn

      • * E brezhoneg ! *

      • Adkavit amañ ar pennadoù e brezhoneg bet embannet e lizher-kelaouiñ Gwarez Filmoù Entrefil.
      • Neventioù ar bloaz 1961
         
        C'hoarioù Breizh
        C'hoarioù Breizh e Naoned
         
        Ur gouel dibar a zo o paouez kregiñ e kêr an Duged, betek an 10 a viz Gouere 2022 : Gouel kentañ C'hoarioù Breizh !
         
        Un digarez evidomp da lakaat ac'hanoc'h da anavezout filmoù dielloù diwar-benn ar gouren, ar paledoù, bouloù Breizh pe c'hoazh sachañ war ar gordenn !
         
        E-touez ar filmoù-se, "Neventioù ar bloaz 1961" a oa bet sevenet gant Roger Laouenan, aet da Anaon d'an 30 a viz Meurzh 2022. Tro en doa bet da filmañ un abadenn gouren er C'houerc'had war belikulenn 9,5 mm.
         
        ------------------------
         
        Tabarly

         

        Eric Tabarly trec'h war
        an treuzatlantel saoz
         
        D'an 29 a viz Even 1976 e oa aet ar maout gant Eric Tabarly er pempvet redadeg treuzatlantel saoz. War e vag Pen Duick 6 e lakaas nebeutoc'h eget 24 devezh evit treuziñ ar meurvor Atlantel, eus Plymouth e Bro-Saoz betek Newport er Stadoù-Unanet.

        Un nebeut bloavezhioù a-raok, e 1972, e oa bet filmet Eric Tabarly hag e skipailh e porzh Brest gant Marcel Réaubourg. Heuliet en doa savidigezh ar vag hag an esaeoù kentañ war vor.
         
        ------------------------
         
        Mae 1968
        Mae 1968

         

        Stourmoù "Mae 68" o kregiñ e Naoned
         
        D’ar 14 a viz Mae 1968 e tarzh an harz-labour e Sud-Aviation, un uzin aerlestrerezh staliet e Bouguenais, nepell eus Naoned. An hini gentañ eo e Bro-Frañs, a roio lañs d’un toullad emsavioù all e-giz e Boulogne-Billancourt gant al labouradeg Renault pe Michelin e Clermont-Ferrand.
         
        E-giz-se e krog "Mae 68", gant manifestadegoù a vil-vern e Breizh a-bezh hag ac’huberezh uzinoù. Asambles e stourm al labourerien ha labourerezed, studierien ha studierezed hag ar beizanted.
         
        Jack Maupu, ezel eus Kamera-Klub Naoned, en doa filmet ar stourm e Naoned ha Sant-Nazer en teulfilmoù "Mai 68 Nantes" ha "Mai 68".
         
        ------------------------
         

        Sellet ouzh ar film

        Tro ar bed an nijerien Costes ha Le Brix
         
        E miz Here 1927 e oa deuet a-benn an daou nijer Dieudonné Costes (1892-1973) ha Joseph Le Brix (1899-1931) da dreuziñ Meurvor Atlantel ar Su gant o c’harr-nij.
         
        Evit lidañ an darvoud-se o doa da c'houde graet tro ar bed betek distreiñ da Frañs e miz Ebrel 1928, goude un hir veaj a 56 000 km hag ouzhpenn 340 eurvezh en aer. Amañ e weler anezho oc'h erruout e aerborzh Balbuena e Mec'hiko dirak un toullad arvesterien, degemeret gant ar Prezidant.
         
        ------------------------
         
        Ganedigezh Kristen Nogues
         
        Ganet e oa bet Kristen Nogues d’ar 14 a viz Meurzh 1952, ha marvet d’ar 5 a viz Gouere 2007. Ur sonaozourez ampart e oa, tremenet dre ar bagad telennourezed Telenn Bleimor. Er bloavezhioù 70 e krog da seniñ hec’h unan ha da embann pladennoù.
         
        Kenlabouret he deus gant sonerien vrudetañ ar mare e-giz Jacques Pellen, ar vreudeur Molard, Didier Squiban, Manu Lann-Huel, Yann-Fañch Kemener, Denez Prigent, Erik Marchand pe c’hoazh Didier Lockwood.
         
        E 1979 e oa bet aterset er film "Yezh ar vezh" sevenet gant Philippe Durand diwar-benn stad ar brezhoneg (sellet ouzh ar film a-bezh amañ).

        ------------------------
         
        Ganedigezh Pêr-Jakez Helias
         
        D’ar 17 a viz C’hwevrer 1914 e oa bet ganet Pêr-Jakez Helias, skrivagner an oberenn veur « Marc’h al Lorc’h », e Pouldreuzig. Goude an eil brezel bed, ha betek ar bloavezhioù 60, e savas un abadenn skingomz e brezhoneg gant Per Trepos anvet Jakez ha Gwilhou, hag er bloavezhioù 70 e kemeras perzh en abadenn skinwel kentañ e brezhoneg, Breiz o veva.
         
        E 1967 en doa enrollet displegadennnoù ar film Bro Gerne, bet sevenet gant Jean Le Du.
        Ar sevenourez Nicole Le Garrec he doa savet e boltred e 1997, nebeut amzer goude e varv, er film « Ar marvailher ».
         
        ------------------------
         
        Anita Conti
        Peñse an Olympic Bravery
         
        D’ar 24 a viz Genver 1976 e reas peñse an Olympic Bravery, un eoullestr a vro Liberia, war garreg hanternoz enezenn Eusa. Savet e oa bet al lestr e chanterioù Sant-Nazer, ha chomet e oa a-sav e Brest evit bezañ kempennet goude kudennoù war ar gaoter. Rankout a rae mont betek Norvegia da vezañ dizarmet.
         
        N'eo nemet d'an 12 a viz Meurzh, tost daou viz goude an darvoud, e voe kavet un diskoulm evit ma vefe pompet ar fioul.
         
        Met d'an 13 e voe torret ar vag e daou gant ur barrad-avel, ha saotret an aodoù gant al lanv-du. Kaset e voe an arme da netaat ar mazout, gant pili ha sailhoù, ha tud ar vro a stagas ganti ivez, gwall boaniet gant kement-se.
         
        Ar film "Tireoul a oa en Enez Eusa" a oa bet sevenet gant Robert Kernez, ur filmaozour stourmer hag ezel eus ar strollad « Torr e Benn ».
         
        ------------------------
         
        Anita Conti
        Marv Anita Conti
         
        D’ar 25 a viz Kerzu 1997 e oa marvet Anita Conti e Douarnenez. Ganet e oa bet e 1899, hag abred-tre e oa bet fromet gant ar mor, betek dont da vezañ danvez he studiadennoù. Moroniourez gentañ Frañs e teuas da vezañ neuze.
         
        Da vare he beajoù niverus war vourzh bigi pesketa e verzas ne c’helle ket bezañ padus seurt pesketaerezh, hag e-touez ar re gentañ e voe oc’h embann e savfe kudennadurioù ekologel bras en dazont.
         
        E 1991 he doa fiziet e Gwarez Filmoù Breizh un tregont film bennak sevenet ganti. Un digarez e oa bet evit atersiñ anezhi diwar-benn he film Racleurs d'océans savet e 1952 pa oa bet war vourzh ur vag pesketa en Douar-Nevez e-pad un nebeut mizvezhioù.
         
        ------------------------
         
        Anjela Duval
        Marv ar varzhez Anjela Duval
         
        D’ar 7 a viz Du 1981 e oa aet Anjela Duval da Anaon e Lannuon, d’an oad a 76 vloaz.
         
        Ar c’hazetenner Roger Laouenan a oa mignon dezhi. Tro en doa bet d’he filmañ e 1972 war he amzer labour er parkeier, en he zi pa oa o skrivañ e-tal an tan, pe c’hoazh pa oa deuet ar sevener Philippe Cassard ha Gilles Servat betek ar C’houerc’had d’ober ur film diwar-benn Breizh.
         
        Ar filmaozour amatour Jo Potier hag e gendervez Evelyne Corson o doa int ivez sevenet ur film diwar he fenn : « Le chant de la terre ».
         
        Abred he doa desket lenn ar brezhoneg, met n’eo nemet er bloavezhioù 60 e krogas gant ar skrivañ, ar pezh a rae diouzh noz goude he devezhioù labour e ti-feurm Traoñ-an-Dour, er C’houarc'had. Kantadoù a varzhonegoù a ya d'ober oberenn Añjela Duval, hag a ziskouez pegen stag e oa ouzh an natur hag ouzh ar yezh.
         
        ------------------------
         
        Inondations Rennes
        Dour-beuz e Roazhon
         
        D’ar 26 a viz Here 1966 e oa kouezhet 90 milimetrad glav war Roazhon hag an trowardroioù en ur ober 48 eurvezh nemetken. Kerkent e oa bet stanket an hentoù ha beuzet ar parkeier.
         
        E Saozon-Sevigneg e oa bet tizhet an tiez ha ranket en doa ar Maer goulenn sikour digant servijoù ar gwarez sivil evit digarzhañ an dud. 14 den a oa bet saveteet gant ar viñsaskell pa oant kelc'hiet gant an dour-beuz.
         
        300 familh lakaet en o-unan a voe sikouret ha kaset boued ha dour dezho gant sikour bigi. En holl ez eus bet tizhet 2500 den, hag hervez ar sifroù kentañ e oa bet jedet ur freuz a 2 viliard a lurioù kozh.
         
        Filmet e oa bet an darvoud-mañ gant Bernard Thomazeau, ezel eus ar CACR (Klub Sevenourien Amatour Roazhon).
         
        ------------------------
         
        Projecteur Cineric
        Al luc'hvanner 16 mm Cineric
        (Frañs - 1949)
         
        Dont a ra Ericson, embregerezh a werzh luc’hvannerioù, da vezañ Cineric e 1949 dindan renerezh an Ao. Smaggha. Krouiñ a ra e 1958 ar c’hamera « Priñsez », met ne raio ket berzh daoust da vrud ar merk.
         
        Mont a ra Cineric diwar-wel goude bezañ bet adprenet e 1961 gant Pathé, deuet da vezañ neuze Pathé-Cineric ha diwezhatoc’h EPC. Kemmet e oa bet al luc’hvanner-mañ gant an Ao. Jean Martin evit bezañ implijet gant ur sonenroller « Pathé Heraphone » : gellout a rae neuze sinkronaat tizh an daou ardivink gant sikour un ahel kefloc’hañ etrezo. Un toull en doa graet ivez war ar sonenroller evit liammañ an daou gant ul lêrenn tapet war e garr-tan !
         
        Jean Martin
        Ganet e oa bet e Aumale d’ar 26 a viz Meurzh 1907 ha marvet e Lannuon d’ar 27 a viz Gwengolo 1996. Ken sot ma oa gant ar skingomz e enrolle holl gouelioù ar barrez, hag er bloavezhioù 1930 e krogas da adskignañ sonadegoù parizian. Met ur filmour amatour e oa ivez : e 1950, gant pennoù anavezet all ar gêr, e krouas Klub Filmourien Amatour Aumale. Meur a briz a voe roet d’ar C’hlub e kenstrivadegoù. 
         
        Filmoù Jean Martin, an holl anezho savet gant son, a zo un testeni dibar diwar-benn buhez an dud goude ar brezel. Sellit da skouer ouzh Mouvements sur le port de Douarnenez (1958 / liv / digomz).
         
        ------------------------
         
        Gouelioù Kerne

        Sellet ouzh ar film "Grandes fêtes des Reines de Cornouaille" (1923)

        Gouelioù Meur Kerne
         
        D'an 22 a viz Gouere e krogo Gouelioù Meur Kerne e Kemper.
        Ha gouzout a rit e oa bet krouet ar gouel-se e 1923 gant Louis Le Bourhis ? D'ar mare-se e oa anvet Gouel Rouanezed Kerne, ha Marie Guirriec a voe dilennet rouanez gentañ
        Goude un ehan 10 vloaz e teuas e 1947 da vezañ Gouelioù Meur Kerne, ha bep bloaz e teu c'hoazh miliadoù a dud da Gemper da welet al lid.
         
        ------------------------
        Variétés brestoises
         
        Skeudennoù tennet eus ar film "Variétés brestoises"
         
        Variétés brestoises
        Loc'hañ an Tro Frañs eus Brest
         
        D'ar Sadorn 26 a viz Even e loc'ho redadeg an Tro Frañs eus Brest. N'eo ket ar wech kentañ avat, met ar pevare gwech abaoe krouidigezh an darvoud e 1903 : e 1952, 1974 ha 2008 e oa loc'het ar rederien war varc'h-houarn eus kornôg pellañ Breizh. 
         
        E 1952 e oa bet filmet an darvoud gant Jo Potier er film "Variétés brestoises". Etre 12:06:25:00 ha 12:12:55:00 e weler an dud o prientiñ al lid, ar rederien o kuitaat koc'hu Sant-Loeiz pe c'hoazh an engroez a dud deuet da arvestiñ.
         
        Un nebeut bloavezhioù goude e oa bet filmet Tro Frañs 1974 gant Jean Duponchelle ha Claude Baudet er film "Prologues", pe c'hoazh gant Jean-Yvon Dantec er film "Tour de France".
        ------------------------
        Porzh Sant-Nazer
         
        Porzh Sant-Nazer
         
        D'ar 1añ a viz Ebrel 1966 e oa sinet an dekred evit reiñ lañs da borzh emren Naoned-Sant-Nazer. 
         
        Ar film "Le port de Saint-Nazaire" a oa bet sevenet gant André Batillat just goude an eil brezel bed, etre 1947 ha 1949. Dizoleiñ a reer holl obererezhioù ar porzh, ar bon splujerezhioù alaman hag al listri "Saint-Luc" hag "Europa" (deuet da vezañ "Liberté).  
         
        ------------------------
         
        Contre les cumulards
        Ar strollad "Torr e benn" a-enep d'ar vernierien 
         
        D'an 22 a viz Meurzh 1971 e oa en em vodet 300 labourer-douar eus Bro Naoned evit stourm a-enep d'ar vernierien, en o zouez an Aotrou Babin perc'henn war eizh devezh-arat douaroù. Sevel a ra jeu etrezo, armet eo an den zoken, betek ma errufe an archerien...
         
        Filmet e oa bet an darvoud gant Olivier Tric, ezel eus "Torr e benn", ur strollad filmaozerien-stourmerien oberiant er bloavezhioù 70 hag a filmas harzoù-labour ar Joint Français da skouer.
         
        ------------------------
         
        Clito va bien
         
        Genver 1975 : lezenn an IVG
         
        D'ar 17 a viz Genver 1975 e oa bet votet lezenn an IVG, an Torr-Dougen Choazet, bet kinniget gant Ministrez ar Yec'hed Simone Veil.
         
        Un devezh a-bouez eo, siwazh ne vo ket lakaet e-pleustr diouzhtu dre ma nac'h mezeien 'zo diforc'hañ ar maouezed.
         
        Er film "Clito va bien", bet sevenet gant stourmerezed, e weler ur vanifestadeg dirak ospital Brest evit ma vo lakaet e pleustr al lezenn ken gortozet.
         
        ------------------------
         
        Tren Sant-Brieg-Pempoull
         
        Beaj diwezhañ an tren etre Sant-Brieg ha Pempoull
         
        D'an 31 a viz Kerzu 1956 e loc'has an tren vihan eus ti-gar Sant-Brieg, evit mont da b/Pemboull, evit ar wech ziwezhañ. War an hent e oa bodet miliadoù a dud fromet deuet da  gimiadiñ...
         
        Rouedad hentoù-houarn Aodoù an Arvor a oa bet diorroet e fin an 19vet kantved, betek kontañ 19 linenn zisheñvel ha 452 km a hent-houarn.
         
        Daoust ma oa implijet an trenioù-se bep bloaz gant ouzhpenn ur milion a dud e voe kavet re goustus. Kregiñ a reas al linennoù da vezañ serret tamm-ha-tamm adalek ar bloavezhioù 20, betek an hini ziwezhañ e 1956.
         
        ------------------------
         
        Pont Plougastell
         
        90 vloaz pont Plougastell
         
        D'an 9 a viz Here 1930 e oa bet lidet digoradur ar pont etre Plougastel hag ar Releg-Kerhuon.
        Distrujet e oa bet ul lodenn eus outañ e 1944 gant an alamaned, hag adsavet un nebeut bloavezhioù goude.
        Gant François-Xavier Mahé e oa bet filmet al labourioù-se etre 1948 ha 1949 hag an eil digoridigezh. 
        ------------------------
         
        Böhlen
         
        Puñse ar Böhlen e 1976
         
        D'ar 15 a viz Here 1976 ez ae an eoul-lestr alaman Böhlen d'ar strad, goude bezañ bet paket en ur gorventenn nepell eus Enez Sun.
         
        Kuitaet en doa ar Venezuela gant ouzhpenn 9000 tonenn a betrol en e vourzh, evit mont betek Rostock en Alamagn ar Reter. Abalamour d'ar gorventenn e rank an 32 vartolod kuitaat al lestr ha pignat war kanodoù saveteiñ, met en em flastrañ a reont war ar Böhlen : 25 den a varv diwar ar gwallzarvoud-se. Tri den all a varvo diwezhatoc'h o naetaat an traezhennoù saotret gant al lanv-du.
         
        ------------------------
         
        Huit jours en Bretagne
         
        Eizh devezh e Breizh a-raok an eil brezel-bed
         
        D'ar 1añ a viz Gwengolo 1939 e oa aloubet Polonia gant Alamagn, diwar urzhioù Hitler. Kregiñ a reas neuze an eil brezel-bed, betek 1945.
         
        Ur miz a-raok e oa bet Marcel Gregoire, un tourist belgiat, oc'h ober tro Breizh gant e familh. Gwerzher ardivinkoù sinema e Liège e oa an den, setu ma filmas e veaj gant ur belikulenn nevez-flamm war ar marc'had, ar c'h/Kodachrome. An disoc'h a zo sebezus, ha livioù flamm ar film "Eizh devezh e Breizh" rouez-tre d'ar mare-se (ar filmoù kentañ e liv a oa bet savet e-kreiz ar bloavezhioù 30).
         
        ------------------------
         
        Ocean Liberty
         
        Tarzhadenn an Ocean Liberty
         
        A-boan ma oa echu gant an eil brezel bed e oa skoet Brest gant ur gwalleur ouzhpenn : d'an 28 a viz Gouere 1947 e tarzhas al lestr Ocean Liberty er porzh, gant 3000 donenn a nitrat amoniom en e vourzh.
         
        22 zen a voe lazhet ha kantadoù all a voe gloazet. Ur bern barakennoù a oa bet savet buan-ha-buan goude ar brezel a voe distrujet trumm ken kreñv ma voe an darzhadenn. Tammoù metal a voe gwelet o nijal e kêr ha moged spontus a voe gwelet en oabl e-pad devezhioù...
         
        ------------------------
         
        Saint-Philibert
         
        Peñse ar Saint-Philibert e 1931 : ouzhpenn 400 den lazhet
         
        D'ar 14 a viz Even 1931 e oa aet ar vag dre aezhenn "Saint-Philibert" d'ar strad e-tal Beg Gweltaz, ouzhpenn 500 den en e vourzh. 
         
        Kuitaet en doa ar vag porzh Naoned dindan un amzer vrav, evit mont da Noirmoutier. Siwazh e krogas ur barr-amzer spontus war hent an distro ha lonket ar vag dindan vor. 8 den a voe saveteet nemetken, hag un toullad korfoù n'int ket bet adkavet morse. 
         
        E miz Eost 1931 e oa bet filmet ar vag e porzh Sant-Nazer gant Alfred Girault hag e gamera 9,5 mm. 
         
        ------------------------
         
        Lancement paquebot
         
         Lañset ar mordreizher "France" !
         
        D'an 11 a viz Mae 1960 e voe lañset ar mordreizher "France" e Sant-Nazer, e chanterioù Penc'hoed.
         
        Miliadoù a dud a oa bodet neuze evit gwelet al lestr-meur savet a-ratozh evit beajiñ etre an Havr ha New-York. Evit an degouezh ispisial-mañ e oa deuet ar prezidant De Gaulle hag e wreg Yvonne. André Garnier, rener an uzinoù Cassegrain ha sot gant al luc'hskeudennaouiñ hag ar filmañ, en doa filmet an darvoud gant e gamera 8mm.
         
        ------------------------
         
        Hiver à Goulien
         
        Gwir mouezhiañ ar maouezed
         
        E 1945 e c'hell ar maouezed mouezhiañ e Frañs evit ar wech kentañ. E Goulien, kumun ar C'hab e Penn-ar-Bed, ha 'giz e lec'h all, eo deuet da vezañ ur boaz. D'an 28 a viz Here 1962 just a-walc'h eo galvet ar boblañs da reiñ hec'h ali en ur referendom war sistem ar mouezhiañ hollek evit dilenn Prezidant ar Republik.

        Ar skeudennoù-se a oa bet filmet gant Christian Pelras, etnologour e Mirdi Mab-Den. Dibabet e oa bet evit ren un enklask war ur gumun a-ziwar ar maez evit bezañ keñveriet ouzh disoc'hoù enklaskoù Plozeved, renet d'ar memes mare gant Edgar Morin pe c'hoazh Donatien Laurent.
         
        ------------------------
         
        Le voyage
         
        Sellet ouzh ar film
        Petra ober e-pad ar c'henfinañ ?
         
        Aon ho peus kavout hir ho amzer e-pad ar prantad kenfinañ ? Kit d'ober un tamm tro war hol lec'hienn : lakaet hon eus enlinenn ha digoust ouzhpenn 6000 film, en o zouez "Le voyage" bet sevenet e 1968 gant Michel Body. 
         
         
        ------------------------
         
        Plogoff
         
        Stourm Plougoñ e 1980
         
        E 1978 e oa bet roet lañs d'ar raktres sevel ur greizenn nukleel e Plougoñ met a-eneptañ e oa savet ar boblañs. Manifestadegoù ramzel a voe aozet, gant degadoù a viliadoù a dud o tibunañ.

        Un enklask a dalvoudegezh foran a zo kaset da benn e miz Genver 1980. Emgannioù taer a sav etre tud Plougoñ hag an archerien, deuet niverus.

        Goude mizvezhioù a stourm e c’hounez a-benn ar fin ar vretoned : ne vo ket savet biken kreizenn nukleel Plougoñ, hag ar brezel a-enepti a roio spi ha nerzh ouzhpenn da stourmerien an trowardroioù zoken, ‘giz er Pellerin e Liger-Atlantel da skouer.
         
        ------------------------
         
        Paul-Emile Victor
         
        Krouidigezh an Troiadoù Pennahelel Gall
        (Expeditions Polaires Françaises)
         
        28 a viz C'hwevrer 1947.
        Krouiñ a ra Paul-Emile Victor an Troiadoù Pennahelel Gall gant ar pal aozañ an enklaskoù hag ar studi skiantel en Arktika hag en Antarktika. Ar film "Terre des glaces", sevenet gant Jean-Jacques Languepin, a gont an droiad kentañ betek ar Groenland e 1948.
         
        Heñchet e vezer gant Paul-Emile Victor e-unan, a zispleg palioù an droiad-se.
         
        ------------------------
         
        Dour-beuz e Naoned
         
        Dour-beuz e Naoned e 1936
         
        E miz Genver 1936 e oa bet tizhet Naoned hag e drowardroioù gant doureier-beuz kreñv kement a c'hlav a oa kouezhet dindan nebeut a amzer. Pignet e oa al Liger betek tizhout 9 metrad ha dindan zour e oa ul lodenn vras eus kaeoù kreiz-kêr. 
         
        Tapet e oa bet ar skeudennoù-mañ gant Emmanuel Vaillant, ur filmaozer amatour perc'henn war ur stal luskeudennerezh, gant ur c'hamera 9,5 mm.
         
        E filmoù all, bet sevenet er bloavezhioù 30, a c'heller gwelet amañ
         
        ------------------------
         
        Glenmor
         
        Glenmor
         
        Milig ar Skañv, lesanvet Glenmor, zo ganet e 1931 ha marvet e 1996. Barzh ha kaner e oa, e-touez ar re o doa nevesaet sevenadur Breizh er bloavezhioù 70, hag e-giz-se e voe bet graet "dihuner ar speredoù" anezhañ.
        Stourmer evit ar vro e oa ivez : gwelet a reer anezhañ amañ e Plougoñ e 1980 en ur vanifestadeg a-enep d'ar greizenn nukleel, filmet gant Patrick Caouissin (mut, gant liv).
         
        ------------------------
         
        Andrea ar Gouilh
        Georges Cadoudal
        Pennoù brudet ar film "Musik der alten welt"
         
        E 1962 a oa deuet ur sevenour alaman da Vreizh evit sevel un teulfilm diwar-benn hengoun ar c'han er vro. E-touez an dud a vez gwelet ouzh ar skramm e c'heller menegiñ Jorj Kadoudal, an "haroz" a vez heuliet a-hed ar film. Andrea Ar Gouilh ha Zaïg Monjarret a gemer perzh ivez o kanañ gwerzioù "Jenovefa Rustefan" hag "An hini a garan".
         
        Adkavit an holl "Dremmoù" embannet
        abaoe penn-kentañ ar bloaz amañ
         
        ------------------------
         
         
         
        Stankell Gwerledan
        Stankell Gwerledan
         
        D'an 12 a viz Here 1930 e vez lakaaet Stankell Gwerledan da vont en-dro evit ar wech kentañ.
         
        E 1928 e oa bet filmet labourioù ar stankell gant Pierre Le Chanu. Gwelet a reer war ar skeudennoù-se an Aotrou Son, rener ar chanter. 
         
        ------------------------
         
        Tebeo
         
        Dieubidigezh Brest e 1944
        Dieubidigezh Brest 75 vloaz zo
         
        8 a viz Gwengolo 1944. Fin an Eil Brezel Bed. Abaoe 1500 devezh e oa aloubet kêr Vrest gant an arme alaman pa zivizas an amerikaned dieubiñ anezhi ha lakaat neuze un termen d’ar brezel spontus-se a oa kroget pevar bloaz a-raok.

        Dre ma oa plaset mat Brest, er C’hornôg pellañ, e oa bet bombezennet 165 gwech gant ar Gevredidi. Ouzhpenn 1000 den a voe lazhet neuze, ha dismantret e voe penn-da-benn ar gêr.
         
        Filmet e oa bet ar skeudennoù-se gant ar soudarded amerikan o-unan, etre an 10 hag ar 17 a viz Gwengolo 1944, pa voent o prientiñ an arsailh, hag an 18 a viz Gwengolo p’en em zaskoras ar soudarded alaman dezho.
         
        ------------------------
         
        Liberté
        1añ a viz Eost 1950 : devezh loc'hañ ar mordreizher "Liberté"
         
        E 1928 e oa bet lañset evit ar wech kentañ an "Europa", bet savet e chanterioù Blohm & Voss e Hambourg. Ar pevare mordreizher brasañ er bed e oa neuze. Goude an eil brezel-bed eo adkemeret gant an amerikaned ha profet d'ar Frañs e 1946 dre ma oa bet distrujet an "Normandie" gant un tan-gwall.
         
        Kemmet e vez e anv evit dont da vezañ al "Liberté". Adkempennet eo e chanterioù Penc'hoet ha loc'hañ a ra eus Sant-Nazer d'ar 1añ a viz Eost 1950 evit mont d'an Havr-Nevez ha kas beajourien en tu-all d'ar meurvor Atlantel. Filmet e oa bet neuze gant André Batillat, un ti-savour ezel eus ar Seiz Breur.
         
        ------------------------
         
        Lanneier e Breizh
        (doare brezhonek)
        Lanneier e Breizh
         
        An teulfilm "Lanneier e Breizh" a oa bet sevenet gant Catherine Nedellec ha Bruno Gestin e 1991. Ar sevenourez, aet da Anaon e deroù miz Even, a ziskouez pegen pouezus eo al labour graet gant ar beizanted evit diwall un endro ispisial-mat e Menez Are.
         
        Enrollet he doa d'ar mare-se testenioù tud ar vro a glaske kenderc'hel gant hengoun ar falc'herien lann. Ar moudennoù dastumet a servije d'ober tan, bouetañ ar chatal pe d'ober gouzer evit ar c'hezeg.
         
        Servijout a rae al labour-se da virout un ekoreizhiad stabil dre ma veve eno spesadoù loened a-vil-vern ha plant e-leizh. Mirout a rae ivez ouzh an tan da gregiñ el lanneier, ar pezh a c'hoarvez aliesoc'h-aliesañ bremañ siwazh.
         
        ------------------------
         
        Youenn Gwernig
         
         
        Youenn Gwernig
        Youenn Gwernig 
         
        Ganet eo Youenn Gwernig d’ar 5 a viz Here 1925 e Skaer. Kizeller, biniaouer, soner, barzh ha kaner eo bet.
         
        E fin ar bloavezhioù 1950 e tivroas gant e familh er Stadoù-Unanet, ‘lec’h ma vevas e-pad 12 vloaz. Du-se e kejas gant ar skrivagner brudet Jack Kerouac, a zeuas da vezañ mignon bras dezhañ.

        Stourmet en deus ivez Youenn Gwernig war bep tachenn ur wech distroet e Breizh e 1969 : war chanterioù Sant-Nazer, er Joint Français e Sant-Brieg, evit ar skolioù Diwan, gant poblañs Plougoñv a-enep d’an nukleel…
         
        Filmañ en deus graet ivez, pa oa e New-York da skouer, ha fiziet un nebeut eus e filmoù da Warez Filmoù e 1995. Er film "Genver 1961" e weler anezhañ o livañ, hag o kanañ gant e c’hitar, filmet gant e wreg Suzig moarvat. 
         
        Aet eo da Anaon d’an 29 a viz Eost 2006.
         
        ------------------------
         
        Pascal Le Meur
         
        Pascal Le Meur (e-kreiz) devezh an digoradur e 1999.
        20 vloaz skourr Naoned !
         
        E 1999 e oa bet digoret skourr Gwarez Filmoù e Naoned, gant Pascal Le Meur en e benn. Evit lidañ an deiz-ha-bloaz-se e vo kinniget un diskouezadeg e Dielloù Departamant Liger-Atlantel etre ar 27 a viz Mae hag an 22 a viz Gwengolo. 
         
        Un nebeut sifroù
         
        2 392 film dastumet
        161 fizier•ez
        1 107 eurvezh hag 31 vunutenn
        Film koshañ : 1918 / film nevesañ : 2008
        1 949 film amatour
        443 film a-vicher
        Ouzhpenn 22 700 den deuet da welet ar skignadennoù
         
        A-viskoazh eo bet dedennet ar filmaozerien amatour gant bed al labour : labour-douar, artizanerezh, industriezh... Niverus int o vezañ bet enrollet war belikulenn jestroù al labourerien ha trouz ar mekanikoù. Chom a ra an dielloù-se ur roud eus kemmadurioù bed al labour a-hed an oadvezhioù.
         
        Bezit war evezh war hor rouedadoù sokial, bep sizhun e vo embannet filmoù e liamm gant an diskouezadeg !
         
        ------------------------
        François-Xavier Mahé
         
         
        François-Xavier Mahé
        François-Xavier Mahé 
        Ar c'hamera 8mm Emel
        Patrom C3
        Savet e Bro-C'hall - Tro 1940
         
        Krouet eo bet an embregerezh Emel e 1933 gant an Aotrou hag an Itron Grimm, ur bloaz hepken goude krouidigezh ar belikulenn 8 mm. Betek an eil brezel-bed e vo Emel an embregerezh c’hall nemeti o werzhañ ar stumm-se. 
         
        Ar « Sine-Kamera 8 » a zo graet diwar batrom ar Bell & Howell Filmo-70 ha Victor-5 (16 mm), gant ul lagad nemetañ da gentañ, ha gant un dourell da c’houde. Chom a ra a-sav an embregerezh da broduiñ ar c’hameraioù Emel e-pad ar brezel, a-raok adstagañ ganti e 1946. Un nebeut cheñchamantoù a vez graet neuze warno, met derc’hel a reont an hevelep anvioù. 
         
        Renet eo an embregerezh gant Sophie Victor d’ar mare-se. Adalek 1950 e vez ouzhpennet un « ampliviseur » (ur buker gant ur skeudenn digemm o vont eus 6,25 da 50mm). Div wech e klask Emel mont war dachenn ar « panoramik », hep ober berzh. Goude krouidigezh ardivinkoù « reflex » a c’hell kontrollañ live ar goulou ez a diwar-wel ar c’hameraioù Emel e 1961. 
         
        Gant François-Xavier Mahé e oa bet prenet ar c'hamera-mañ. Ganet e oa bet e 1903 e Pederneg ha marvet e 1985. Treser eo bet e poultrerezh Pont-ar-Veuzenn hag e hini ar Vilin Wenn a-raok bezañ galvet e 1943 da labourat e Servij Adsevel Kêr Vrest betek mont war e leve. 
         
        E 1947 e pren e gamera kentañ, un Emel 8 mm gant un dourell. Emezelañ a ra e Klub Filmaozerien Amatour Brest (C.C.A.B), ur strollad tud youlek renet gant ar prezidant Corentin Beauvais. Ganto eo en deus desket teknikoù ar skeudtapout betek dont da vezañ gwall varrek.
         
        "Pont Plougastell" a oa bet sevenet gantañ e 1948 gant ar c'hamera-se.
         
        ------------------------
         
        Du pétrole mais pas d'idées
        Tennet eus "Du pétrole mais pas d'idées" sevenet gant Jo Potier
        Miz Meurzh, miz al lanvioù Du
         
        Adalek ar bloavezhioù 1960 eo tizhet Breizh gant un heuliad gwallzarvoudoù ekologel spontus : al lanvioù du. Abalamour d'an hin e c'hoarvezont kentoc'h e-pad ar goañv, pa ya ar bigi d'ober peñse, ha tri anezho e-touez ar re bouezusañ a zo c'hoarvezet e miz Meurzh : Torrey Canyon, Amoco Cadiz ha Tanio. Amatourien skoet gant an darvoudoù-se a oa bet o filmañ fulor ha stourm an dud war an dachenn...
         
        An hini gentañ, hini an Torrey Canyon, a c'hoarvez d'an 18 a viz Meurzh 1967. Ouzhpenn 30.000 tonenn a eoul-maen a zo skuilhet war an aodoù, etre Sant-Brieg ha Perroz-Gireg dreist-holl.
         
        Goude an Olympic Bravery (Genver 1976) hag ar Bohlen (Here 1976), eo tro an Amoco Cadiz da vont d'ar strad d'ar 16 a viz Meurzh 1978. 227.000 tonenn a direoul kriz a zo dislonket 'kostez Porsal.

        An Tanio a ra peñse d'ar 7 a viz Meurzh 1980, en ur ziskuliañ 6.000 tonenn a vazout. Eizh den a varv e-bourzh ar vag, 31 all a zo saveteet. 
         
        ------------------------
        Abbé Pierre
         
        An Abad Pêr e ti-gar Roazhon
        d'ar 24 a viz C'hwevrer 1954.
        Miz C'hwevrer 1954 : 
        65 bloaz 'zo...
         
         Er bloavezh-se e oa ar goañv en e yenañ. Henri Grouès, lesanvet "An Abad Pêr", a c'houlenn war gwagennoù RTL ma vefe kengret an dud etrezo ha dreist-holl gant an dud dilojeiz. 
         
        Un nebeut devezhioù goude ar Galv e oa deuet da Roazhon da weladenniñ Oaled Sant-Benead Labre, bet krouet e 1936 gant an aotrou Yves Desbois, sevener ar film-mañ.
         
        ------------------------
         
        Emile Gaudu
         
        Emile Gaudu gant e gamera 35 mm, bet fiziet e Gwarez Filmoù e penn-kentañ ar bloavezhioù 90.
        Ar c'hamera 35 mm Debrie
        Patrom Parvo Interview
        Savet e Bro-C'hall - 1922
         
        André Debrie n’eo nemet 17 vloaz e 1908 pa vez fiziet ennañ gant e dad sevel ur c’hamera 35 mm skañv evit ur raktres teulfilm en Afrika. E-giz-se eo ijinet ar c’hamera « Parvo », meur a stumm dezhañ, en o zouez an « Interview » krouet e 1922 : savet eo diwar batrom ar « Parvo » met eeunaet. Ijinet e oa bet evit an amatourien skiant-prenet ganto pe evit kazetennerien o doa ezhomm eus dafar skañv.
         
        Graet eo ar voest diabarzh gant 5 tamm koad lavnennek ha gouest eo da herzel ouzh gwrezverkoù izel pe uhel. Al lodenn vekanikel a zo emren diouzh ar voest diavaez. Er penn a-dreñv ez eus ur werenn-greskiñ a servij da fokusañ ha da sterniañ : ganti e c’hell ar sevener heuliañ ar pezh a zo filmet, war ar belikulenn hag er prenestrig.
         
        Ganet eo bet Emile Gaudu e Pleurestud e 1906. Da 17 vloaz e kemer perzh e diskouezadeg foran kentañ ar « Pathé-Baby ». Prenañ a ra ur c’hamera 9,5 mm ha pleustriñ a ra : fellout a ra dezhañ dont da vezañ filmour. Filmañ a ra e-pad e studioù, evit e blijadur. Prenañ a ra diwezhatoc’h ur c’hamera 35 mm « Debrie », ur « Parvo interview », ha sevel a ra neuze e film kentañ a-vicher e 1927 : Saint-Malo, l'antique cité des corsaires.
         
        Dont a ra da vezañ kelaouaer evit ar c’heleier filmet (Pathé, Gaumont…), a-raok bezañ penn-filmour. Rekizet eo e di e 1940 gant an alamaned, hag implijet e filmoù ganto evit aozañ abadennoù sinema. Sevel a ra e sal sinema dezhañ e 1948, « L’Aiglon », en e liorzh e Pleurestud, gant ul luc’hvanner Hortson 16 mm. Kemer a ra perzh e 1957 e prantad filmañ Les Vikings sevenet gant Richard Fleischer.
         
        ------------------------
         
        La mer et les jours
         
        Istor skrijus ar film "La mer et les jours"
         
        E 1958 e tivizas Raymond Vogel hag Alain Kaminker, breur an aktourez Simone Signoret, mont da Enez Sun da filmañ buhez taer an dud war an enezennoù.
         
        Siwazh e varvas Alain Kaminker e-pad ar prantad treiñ, beuzet. Echuet e voe ar film memestra, gant un destenn lennet gant Chris Marker. Ar sevenour René Vautier, fromet gant an istor-se, a sevenas eñ un teulfilm diwar-benn ar film, anvet "Mourir pour des images".
         
        ------------------------
         
        Sammies
         
        Degouezh ar Sammies e Brest e 1917
         
        E miz Du 1917 e erruas 800 000 soudard amerikan e Brest, lezanvet Sammies abalamour da dudenn an eontr Sam. 
        Betek ar bloaz 1919 e vo Brest o cheñch stumm evit en em ober diouzh ar milieroù a soudarded-se. Eus ar porzh kenwerzh, deuet da vezañ porzh brezel, betek kazarnioù Pontanezen, e kemer perzh an Amerikaned er c’hemmoù bras en aozadur ar gêr, o tegas ganto o doareoù ober, o zeknikoù nevez, ha betek lakaat ar Vrestiz da zañsal ouzh an tonioù jazz.
        E-pad tost da zaou vloaz e vo tres ur gêr amerikan war Vrest. M’eo ar wech kentañ evit ar soudarded yaouank amerikan-mañ kuitaat o bro, e vo evito ur seurt ehan a-raok stroñs meur ar brezel war an talbenn. Evit ar Vrestiz avat e vo strafuilh o buhez bemdeziek en ur gêr o cheñch a-galz.
        Evit gouzout hiroc'h war istor an amerikaned e Brest, e brezhoneg,
        prenit an DVD SAMMIES  !
         
        ------------------------
         
        Foar Sant Vikael
        Foar Sant-Vikael !
         
        Abaoe tri c'hantved e vez aozet e Brest foar Sant-Vikael. Un digarez d'an neb a gar dont da werzhañ a bep seurt bitrakoù berniet a-hed ar bloavezhioù ! 
         
        Ar skeudennoù-mañ a oa bet filmet e-pad foar 1949, pa oa c'hoazh Brest o vezañ adsavet goude an eil brezel-bed. Ar sevener, François-Xavier Mahé (1903-1985), a oa unan eus izili ar CCAB (Klub filmaozerien amatour Brest).
         
        ------------------------
         
        Devezhioù ar glad
        Deuit da weladenniñ Gwarez Filmoù !
         
        Bep bloaz, da vare Devezhioù Europat ar Glad, e kinniger d'an neb a gar dont da weladenniñ Gwarez Filmoù, e brezhoneg marplij ! Un digarez vat da zizoleiñ palioù ar gevredigezh hag he mont en-dro.
        Deuit neuze da zeskiñ un nebeut traoù diwar-benn ar mekanikoù kozh, an doareoù niverelat a-vremañ pe c'hoazh gwelet teñzorioù a bep seurt...
         
        Emgav d'ar Sul 16 a viz Gwengolo da 4e30, 2 bali Clemenceau e Brest : pellgomzit d'ar 02 98 43 38 95 da lakaat ho anv, rak ne c'heller degemer nemet 12 den !
         
        ------------------------
        Diwan
        40 vloaz Diwan !
         
        E miz Gwengolo 1977 e oa bet krouet ar c'hentañ skol Diwan e Lambaol-Gwitalmeze, gant pemp bugel hag o c'helenner ha kaner Denez Abernot. A-hed ar bloaz 2018 ez eus bet lidet 40 vloaz ar gevredigezh un tammig e pep lec'h.
         
        E 1980 e oa deuet ar sevener Patrick Prado da dreiñ un teulfilm diwar-benn ar skol gentañ-se. Filmet en doa buhez ar skolidi yaouank hag o skolaerez Kristina Jegou, hag an eskemmoù o doa gant tud ar barrez, laouen o welet bugale o teskiñ ar yezh en-dro.
         
        Kinnig a reomp deoc'h eta sellet ouzh ul lodennig eus ar film-se : "Diwan, Diwan".
         
        ------------------------
         
        Pellicule
        Anavezout mat a rit Gwarez Filmoù ?
         
        Krouet eo bet ar gevredigezh e 1986 gant ar pal mirout glad klewelet ar vro, da lavaret eo filmoù bet graet e Breizh pe gant breizhiz. Staliet e oa ar gevredigezh e Plerin e-kichen Sant-Brieg er penn-kentañ, ha dilojet he deus e 1995 evit mont da Vrest 'lec'h m'emañ c'hoazh hiziv an deiz. Daou skourr a zo bet krouet, unan e Roazhon hag egile e Naoned, ha 12 den a zo implijet en holl.
         
        30 000 film a zo e Gwarez Filmoù, dindan stummoù disheñvel : pelikulennoù 9,5 mm, 8 mm, Super 8 mm, 16 mm dreist-holl ; ha bandennoù video liesseurt (Umatic, Hi8, Betanum, Beta SP, DV Cam...). Un dastumad binvioù sinema eus ar re vrasañ e bro-C'hall eo ivez, gant ouzhpenn 1500 benveg.
         
        Ar filmoù dastumet a vez niverelet ha deskrivet evit ma c'hellfent bezañ adimplijet da vare skignadennoù, diskouezadegoù pe gant sevenerien da skouer. War hol lec'hienn e c'hellit adkavout an holl implijoù a vez graet eus an dielloù.
         
        Bep bloaz da vare Devezhioù ar Glad e vez aozet ganeomp ur weladenn e brezhoneg e Brest. D'ar sul 16 a viz Gwengolo 2018 e vo ar bloaz-mañ, notennit an deiziad !


         

filmoù
        • 24 couv brochure 2023-20243.jpg
        • Programmadur
        • 2023-2024

        • 19 weber consultation ophtalmologique.jpeg
        • Teuliad pedagogel
        • "Eus ur sell d'egile"

        • 6 Entrefil 4.JPG
        • Lizher-kelaouiñ
        • Entrefil

        • 2 DVD.jpg
        • Dizoloit
        • Ar stal

    Lizher-kelaouiñ Gwarez Filmoù

    Lakait hoc'h anv evit resevout an holl ditouroù

    Powered by diasite
    Designed by diateam