• Entrez votre identifiant et votre mot de passe dans le formulaire ci-dessous

    Votre identifiant
    Votre mot de passe

8794

Films
en accès libre

RECHERCHE





  •  
    Champ
    Opérateur
    Valeur
Sur le même thème

Tro War Dro - 17/09/05 [21989]

2005 précisément | ANONYME

Contribuez !
Film professionnel | Bretagne

Ce film n'est pas disponible. Pour plus d'informations, contactez-nous.

Tro War Dro du 17/09/2005 - Goulc'han Kervella - Kinniet gant Mikael Baudu.

Lidañ a ra Strollad ar Vo Bagan e 40vet deiz-ha-bloaz. Kroget o deus gant ar c’hoariva adalek 1973, ha savet ‘zo bet ouzhpenn 40 pezh-c’hoari hir. Goulc’han Kervella, e-penn Strollad ar Vro Bagan, en deus graet studioù da vont da vedisin met dibabet en deus e 1982 dont da vezañ komedian kentoc’h. Chomet eo staget memestra ouzh ar vedisinerezh en ur skrivañ levrioù war an dañvez-se.
E-pad an hañv 2005 zo bet ouzhpenn 10.000 a dud o tont war aodoù Kerlouan evit gwelet Gwerz ar Vezhinerien, ur pezh tennet eus romant Yvonne Pagniez war vuhez ar vezhinerien e-penn kentañ an XXvet Kantved. Abaoe meur a vloaz en deus graet Goulc’han e soñj c’hoari ivez evit ar re n’int ket eus ar vro, evit ma vo kinniget dezho traoù n’int ket didalvez hag evit ma ne teufe ket Breizh da vezañ un dachenn-c’hoari evit an douristed nemetken. Zoken alamaned a zo deuet da welet ar pezh e galleg da gentañ, hag e brezhoneg an deiz war-lerc’h, hep kompren hini ebet eus ar yezhoù.
Ret eo bet dibab pennadoù deus ar romant evit gellout sevel ur pezh-c’hoari kinniget en diavaez : e-pad ur bloavezh o deus labouret war an destenn. Gwelet eo Goulc’han evel «mestr» ar strollad, met klask a ra kentoc’h reiñ da bep hini an tu da vezañ kiriek deus ar perzh o deus er pezh-c’hoari. C’hoariet ‘vez ar pezh e galleg hag e brezhoneg : n’eo ket ar memes live yezh a vez implijet gant pep hini. Soutil-tre e oa ar galleg implijet gant Yvonne Pagniez, ha klasket en deus Goulc’han Kervella treiñ ar pezh en ur brezhoneg simploc’h ha fetisoc’h, tostoc’h eus an dud.
800 den a zo tremenet dre ar gevredigezh e 40 vloaz evit c’hoari pe c’hoazh dañsal. Er penn-kentañ e oa ar pal stourm evit ar brezhoneg, ha zoken m’eo bet dalc’het ar soñj-se eo deuet ivez ar pal lakaat istorioù da sevel ha da vezañ displeget dirak an dud. A-benn nebeut e vo c’hoariet ar pezh-c’hoari «Charcuterie fine» gant François Louis Tilly, e galleg ar wech-mañ.
Embannadurioù : «La Bretagne des chemins creux» gant Bernard Rio, «Tri Yann : histoires de Jean(s)» gant Jean Thiéfaine.

La troupe de théâtre Ar Vro Bagan fête ses 40 ans. C’est en 1973 que l’équipe s’est mise à monter des pièces de théâtre : elle en a plus d’une quarantaine à son actif aujourd’hui. Goulc’han Kervella, qui dirige la troupe, a fait des études de médecine avant de choisir en 1982 de s’orienter vers le métier d’acteur. Il ne s’est d’ailleurs pas totalement défait de son premier métier puisqu’il a édité plusieurs romans ou nouvelles sur ce sujet.
Durant l’été 2005 ce sont plus de 10.000 personnes qui sont venues sur les plages de Kerlouan assister à la pièce « Pêcheurs de Goémon », tirée du roman d’Yvonne Pagniez qui s’est inspirée de la vie des goémoniers au début du XXe siècle. Cela fait longtemps que Goulc’han Kervella a décidé de jouer pour ceux qui ne sont pas du pays, afin de leur proposer des événements dignes d’intérêt et pour que la Bretagne ne devienne pas seulement une aire de jeu pour les touristes. Des allemands sont même venus voir la pièce une première fois en français puis le lendemain en breton, sans comprendre aucune de ces langues.
Il aura fallu une année de travail collectif pour adapter le roman et sélectionner les scènes les plus pertinentes. Goulc’han est considéré par tous comme le « maître » de la troupe, mais sa méthode est surtout concentrée sur la responsabilisation de chacun par rapport à son rôle dans la troupe et dans la pièce. La pièce, qui est jouée en bilingue, n’a pas le même niveau de langue en breton ou en français : Yvonne Pagniez a utilisé un français très soutenu tandis que Goulc’han Kervella en adaptant la pièce a tenté d’utiliser un breton plus simple et plus accessible, plus pratique.
En 40 ans, ce sont plus de 800 personnes qui sont passées par la troupe en tant qu’acteurs, danseurs,… Le but premier était de militer publiquement pour la langue bretonne, et même si cette idée est toujours très présente il s’agit aujourd’hui de raconter des histoires au public par le théâtre. Bientôt sera jouée la pièce «Charcuterie fine» de François Louis Tilly, en français cette fois.
Nouvelles éditions : «La Bretagne des chemins creux» de Bernard Rio, «Tri Yann : histoires de Jean(s)» de Jean Thiéfaine.
tc intc outduréedescriptionmots clés
00:01:49:0000:04:18:0000:02:29:00Kelaouadenn gant Arno Vannier. Pleustradegoù Ar Vro Bagan : Lanig al Louarn zo ur pezh-c'hoari bet savet ouzhpenn 100 vloaz zo. Diskouezh a ra eo ret d'ar justis ha d'an alvokaded bezañ paeet mat evit ober o micher ha difenn an dud. Ar pezh-c'hoari zo ur skol ivez da zeskiñ brezhoneg. /// Reportage d'Arno Vannier. Répétitions d'Ar Vro Bagan : Lanig al Louarn est une pièce qui date de plus de 100 ans. Elle raconte comment la justice et les avocats demandent à se faire grassement payer pour faire leur métier et aider les gens. Les pièces de théâtre sont aussi une sorte d'école pour apprendre le breton. ITW Yann-Edern Jourdan & Herve Lyvinnec Langue bretonne - Théâtre : activité
00:04:18:0100:09:45:0000:01:20:00René Chever a zo bet mañsoner ugent vloaz zo ha bremañ e ra war-dro kezeg en doare ma veze graet 50 vloaz zo. Gwelloc’h eo dezañ labourat gant e gezeg eget gant un traktor. Prestet neus e gezeg da Goulc’han evit ar pezh-c’hoari Gwerz ar Vezhinerien. /// René Chever est un ancien maçon qui a décidé il y a vingt ans d'élever des chevaux à l'ancienne, comme il y a 50 ans. Il préfère labourer son champ à l'aide de ses chevaux plutôt qu'avec un tracteur. Il a prêté ses chevaux à Goulc'han pour la pièce "Pêcheurs de Goémon". Agriculture - Cheval - Goémonier

La newsletter
de la cinémathèque de Bretagne

Pour recevoir toutes nos informations,
inscrivez-vous

Powered by diasite
Designed by diateam