• Entrez votre identifiant et votre mot de passe dans le formulaire ci-dessous

    Votre identifiant
    Votre mot de passe

8794

Films
en accès libre

RECHERCHE





  •  
    Champ
    Opérateur
    Valeur
Sur le même thème

Ur sizhun, un istor : sizhun 19 [30475]

2017 précisément | TÉBÉO

Contribuez !
Film professionnel | Bretagne
10 a viz Mae 1981. Dilennet eo François Mitterrand evit bezañ Prezidant ar Republik. Da heul e tiviz ar gouarnamant sokialour nevez dilezel ar raktres sevel ur greizenn nukleel e kumun Plougoñ, e Penn-ar-Bed.

Lañset e oa bet ar raktres e 1978, met a-eneptañ e oa savet ar boblañs. Manifestadegoù ramzel a voe aozet, gant degadoù a viliadoù a dud o tibunañ.

Un enklask a dalvoudegezh foran a zo kaset da benn adalek miz Genver 1980, e kirri-samm lakaet e plas a-ratozh gant an ti-kêr, hep na vefe a-du an dud, ar pezh a lak ar soubenn da drenkañ e-pad 6 sizhunvezh. Emgannioù taer a sav etre tud Plougoñ hag an archerien, deuet niverus.

Un toullad arzourien a zo deuet ivez da reiñ harp d’ar stourm renet gant tud ar C’hab : Jacques Higelin, Gilles Servat pe c’hoazh Glenmor…

Goude mizvezhioù a stourm e c’hounez a-benn ar fin ar vretoned a-enep da EDF. Ne vo ket savet biken kreizenn nukleel Plougoñ, hag ar brezel a-enepti a roio spi ha nerzh ouzhpenn da stourmerien an trowardroioù zoken, ‘giz er Pellerin e Liger-Atlantel da skouer.

La newsletter
de la cinémathèque de Bretagne

Pour recevoir toutes nos informations,
inscrivez-vous

Powered by diasite
Designed by diateam