• Entrez votre identifiant et votre mot de passe dans le formulaire ci-dessous

    Votre identifiant
    Votre mot de passe

8794

Films
en accès libre

RECHERCHE





  •  
    Champ
    Opérateur
    Valeur
Sur le même thème

Ur sizhun, un istor : sizhun 20 [30476]

2017 précisément | TÉBÉO

Contribuez !
Film professionnel | Bretagne
18 a viz Mae 1966. Un dekred-lezenn a embann e rank serriñ govelioù an Henbont, ‘tal kichen an Oriant. Krouet e oa bet an embregerezh e 1860 gant ar vreudeur Trottier, da vare an dispac’h greantel, rak gant kresk produerezh ar friturioù e Breizh e oa ezhomm muioc’h-mui a houarn-gwenn evit ober boestoù-mir.

3000 micherour a zo implijet gant an embregerezh betek 1936. Metalourien a-vicher deuet eus departamantoù all a vez galvet er bloavezhioù kentañ, met darn vrasañ al labourerien a zo o tont eus ar maezioù tro-war-dro. Miliadoù a familhoù labourerien-douar a rank neuze ober gant ur vuhez nevez. Ar merc’hed hag ar vugale a labour ivez en uzin gant ar baotred.

Diaes ha taer eo ar vicher. Gant an tommder, an deveradurioù gaz pe lusk al labour e c’hoarvez gwallzarvoudoù pe kleñvedoù liesseurt alies.

E 1957 ec’h aoze ar CELIB, poellgor studiañ ha liammañ interestoù Breizh, un droiad en uzinoù hag embregerezhioù ar vro evit un nebeut kazetennerien. Gweladenniñ a rejont govelioù an Henbont, e lec’h ma oa tud o labourat c’hoazh, daoust d’ar c’hudennoù bras a oa gant an embregerezh, abaoe fin an eil brezel bed hag ur steuñv modernaat a oa bet diefedus siwazh.

La newsletter
de la cinémathèque de Bretagne

Pour recevoir toutes nos informations,
inscrivez-vous

Powered by diasite
Designed by diateam