• Entrez votre identifiant et votre mot de passe dans le formulaire ci-dessous

    Votre identifiant
    Votre mot de passe

8794

Films
en accès libre

RECHERCHE





  •  
    Champ
    Opérateur
    Valeur
Sur le même thème

Ur sizhun, un istor : sizhun 36 [30483]

2017 précisément | TÉBÉO

Contribuez !
Film professionnel | Bretagne
10 a viz Gwengolo 1905. An Aotrou Billette de Villeroche, maer Konk-Kerne ha perc’henn ur fritur, a ziviz aozañ ur gouel kengret gant pesketaerien ar vro. Diaes-tre eo an traoù evito hag o familhoù a vev gant ar baourentezh, dreist-holl abaoe ar bloavezh 1904 a zo bet spontus evit ar besketaerezh.

Liv ar rouedoù pesketa a ro e anv d’ar gouel-se : gouel ar Rouedoù Glas eo. Ar pal a zo bodañ annezidi Konk-Kerne ha touristed liesseurt deuet da zizoleiñ ar gêr gloz. Gounidoù ar gouel a zo roet goude-se d’ar re o devez ezhomm.

Er bloavezh 1937 e teuer eus a bep lec’h evit arvestiñ ouzh an dibunadegoù ha sellet bamet ouzh an dilhad.

Bep bloaz e vez dilennet ur Rouanez, a vo kannadez ar gouel, dibabet e-touez sardinetaerezed ha divoullerezed rouedoù Konk-Kerne.

La newsletter
de la cinémathèque de Bretagne

Pour recevoir toutes nos informations,
inscrivez-vous

Powered by diasite
Designed by diateam