• Entrez votre identifiant et votre mot de passe dans le formulaire ci-dessous

    Votre identifiant
    Votre mot de passe

7838

Films
en accès libre

RECHERCHE
  • Titre   Résumé   Réalisation   Séquences   Années  





  •  
    Champ
    Opérateur
    Valeur

Ur sizhun, un istor : sizhun 49 [30520]

2017 précisément | TÉBÉO

Film professionnel | Bretagne
    • Genre
    • Documentaire
    • Durée
    • 00:01:30
    • Coloration
    • Couleur
    • Format durée
    • CM - Court métrage
    • Format original
    • Son
    • Sonore
    • Descripteurs
    • Nantes (44) - Pont
8 a viz Kerzu 1897. Ganet eo Willy Wolf e Lodz, e Polonia. Erruout a ra e Naoned da 26 vloaz, implijet en uzin ar Batignolles. Met kampion ar bed ar splujoù-ouesk eo dreist-holl. Aozañ a ra alies arvestoù war ar pontoù evit gounid e vuhez, hep surentez ebet. Gwerzhañ a ra ivez kartennoù-post o huchal "Prenit an den zo o vont da vervel !"

D'an 31 a viz Mae 1925 ez eus deuet ouzhpenn 50 000 naonedad da arvestiñ outañ tro-dro d'ar pont-treuzvourzher, etre Kae ar Foz hag Enez Naoned. Raktreset eo an arvest abaoe sizhunvezhioù, ha pleustret en deus Willy Wolf e Rouen un nebeut devezhioù zo zoken.

Daoust m'eo bet difennet gant ar maer Paul Bellamy, lakaat a ra ar splujer tan en e wiskamant ha lammat da dri metrad ha hanter-kant a uhelder. Pistriet eo gant ar moged, ha mervel a ra Willy Wolf a-raok bezañ tizhet ar stêr. Ne vo adkavet e gorf nemet 6 devezh war-lerc'h, un nebeut kilometradoù pelloc'h.

Ar pont treuzvourzher a zo bet distaliet e 1958.

La newsletter
de la cinémathèque de Bretagne

Pour recevoir toutes nos informations,
inscrivez-vous

Powered by diasite
Designed by diateam