• Skrivit hoc'h anv implijer ha ger-kuzh er furmskrid amañ dindan

    Anv implijer
    Ger-kuzh

11 186

film enlinenn digoust

      • 40 vloaz Kentelioù an Noz #1

      • D'ar Gwener 20 a viz Meurzh 2026 - 8e noz

      • Lec'h
      • Kastell Duged Breizh

      • 4 plasenn Edler

      • 44000 Naoned

      • Titouroù
      • Da baeañ

      • 40 vloaz Kentelioù an Noz #1
      • 40 vloaz Kentelioù an Noz #1

        D'ar Gwener 20 a viz Meurzh da 8e noz

        Kastell Duged Breizh - 4 plasenn Elder - Naoned (44)

         

        Evit lidañ 40 vloaz Kentelioù an Noz (KaN) e vo aozet div skignadenn filmoù e brezhoneg e Kastell an Duged, da'cgwener 20 ha d'ar gwener 27 a viz Meurzh. An abadenn gentañ a vo gouestlet d'ar "Gwrizioù difennet" gant skignadenn :

        • N'omp ket flaterien, film faltazi sevenet gant Olivier Masson e 1982, produet gant Grain de sable (40 min).
        E dibenn an XIXvet kantved e voe difennet gant ar velestradurezh implij ar brezhoneg er skolioù, evit rediañ bugale ar vro da gomz galleg. Ar film-mañ, sevenet e bro Dreger, a ziskouez an teknikoù implijet gant ar gelennerien evit mirout ouzh ar vugale da gomz brezhoneg.
         
        • Yezh ar vezh, teulfilm sevenet gant Philippe Durand e 1979, produet gant Ciné-Breizh (51 min).
        Ar film-mañ a zo sevenet evel un enklask diwar-benn stad ar brezhoneg er bloavezhioù 1970. Diskouez a ra penaos, adalek eil lodenn an XIXvet kantved, e klask ar skolioù mougañ ar brezhoneg ha lakaat kablus ar re a ra ganti. Gwelet e vez eo adsavidigezh ar yezh penn-ahel ur stourm ledanoc’h evit ma vo anavezet identelezh Breizh.
         

        Da heul an daou film-se e vo ur prantad goulennoù ha respontoù gant an arvesterien.

        Pascal Le Meur, e penn skourr Liger-Atlantel Gwarez Filmoù Breizh, a vo eno.


        Mont e-barzh : 6 €


      • 25 memoris.jpg
      • Karned enklask
      • Memoris

      • 28 2000-1333-max.jpg
      • Eñvor an tiriadoù dre ar filmoù
      • Amorce

      • 6 Entrefil 4.JPG
      • Lizher-kelaouiñ
      • Entrefil

      • 32 au-pays-des-pecheurs.png
      • Programmadur
      • 2025-2026

Lizher-kelaouiñ Gwarez Filmoù

Lakait hoc'h anv evit resevout an holl ditouroù

Powered by diasite
Designed by diateam