Kastell Duged Breizh - 4 plasenn Elder - Naoned (44)
Gant ar gevredigezh Kentelioù an Noz e vez kinniget kentelioù brezhoneg e meurgêr Naoned abaoe 1985.
Evit lidañ he 40vet deiz-ha-bloaz e vez aozet un eil abadenn war an tem : "Adkavout hent ar yezh".
Meur a film a vo skignet :
Skol hañv brezhoneg, sevenet gant Pierre Roland Giot e 1954, produet gant ar CRBC (16 min).
Teulfilm diwar-benn ar c'hampoù dre soubidigezh aozet gant "Ar Falz", un aozadur araokour ha lik, krouet e 1933 evit diorren ha kas war-raok kelenn ar brezhoneg. Gwelet a reer Loeiz Ropars, René Creston, Charlez ar Gall, hag Armand Keravel e-mesk tud all.
Ar film amatour mut-mañ a vo sonekaet gant an daouad Blain-Poulossier.
KEAV 97, sevenet gant Roland Michon e 1997, produet gant Kalanna (21 min).
E 1948 e roas Xavier Langleiz, livour ha skrivagner, lañs da g/Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien (KEAV) evit kinnig ul lec’h da arnodiñ d’an nevez vrezhonegerien.
Sevenet e oa bet ar film-mañ e Skaer e 1997 evit lidañ 50vet deiz-ha-bloaz KEAV.
Dibab Diwan, Skol Diwan Naoned, sevenet gant Jean-Charles Huitorel e 2012, produet gant Aligal Production (26 min).
Un teulfilm diwar-benn skol Diwan Naoned, brasañ skol Diwan ar bed !
Amañ e vo Visant Roue eus Ofis Publik ar Brezhoneg.
Ur prantad sonerezh a vo kinniget da heul gant Arzhur Blain ha MaelPoulossier.