• Entrez votre identifiant et votre mot de passe dans le formulaire ci-dessous

    Votre identifiant
    Votre mot de passe

10 040

Films
en accès libre

RECHERCHE





  •  
    Champ
    Opérateur
    Valeur
Sur le même thème

Ur sizhun, un istor : sizhun 10 [30466]

2017 précisément | TÉBÉO

Contribuez !
Film professionnel | Bretagne
8 a viz Meurzh. Er bed a-bezh e vez lidet Devezh Etrevroadel Gwirioù ar Merc'hed, un doare da zerc'hel soñj ez eo ar gevatalded etre ar maouezed hag ar wazed ur stourm a-viskoazh.

E 1975, labourerien an uzin metalouriezh Trefimeteaux e Koeron o deus diskroget gant al labour. Goulenn a reont, e touez traoù all, ma vefe kresket o gopr a zek dre gant. Kengret gant o gwazed e tiviz un nebeud gwragez mont betek burev ar rener. En ur ober div eurvezh e teuont a-benn da gaout ar pezh a c'houlenne ar baotred abaoe mizvezhioù. Met dougen a ra klemm an embregerezh a enepto : daouzek anezho a vo lakaet kablus evit bezañ bet bac'het ar rener.
Kregiñ a ra neuze ar stourm evit reiñ harp dezho, betek barnadenn lez-varn Sant-Nazer.

Sevenet eo bet ar film-mañ gant Soazig Chappedelaine ha René Vautier. Reiñ a ra da welet stad buhez ar merc'hed e-kreiz ar bloavezhioù 70. Krediñ a reont komz diwar-benn o c'houblad, o familh, o micher pe c'hoazh o stourm politikel ha sindikadel. Un testeni kreñv eo, a liamm an emsav gwregelour gant ar stourm sokial.
 

La newsletter
de la cinémathèque de Bretagne

Pour recevoir toutes nos informations,
inscrivez-vous

Powered by diasite
Designed by diateam