• Entrez votre identifiant et votre mot de passe dans le formulaire ci-dessous

    Votre identifiant
    Votre mot de passe

10 040

Films
en accès libre

RECHERCHE





  •  
    Champ
    Opérateur
    Valeur
Sur le même thème

Ur sizhun, un istor : sizhun 7 [30463]

2017 précisément | TÉBÉO

Contribuez !
Film professionnel | Bretagne
14 a viz C'hwevrer 1974, 1e10 diouzh ar mintin. Dismantret eo skingaser ORTF ar Roc'h Tredudon, e Plouneour-Menez.

Anzavet eo ar gwalldaol gant an FLB, Talbenn Dieubiñ Breizh, ur strollad dizalc'hour kuzh krouet e penn kentañ ar bloavezhioù 60 war batrom an IRA e Bro-Iwerzhon.

E-pad 15 vloaz, etre 1966 ha 1981, e stourmas an FLB ouzh arouezioù ar Stad C'hall e Breizh. Ar wech-mañ e oa bet divizet tagañ ar mediaoù : eizhtez a-raok e oa bet difennet ouzh ar c'hinniger Charlez ar Gall ober ur gronikenn diwar-benn krouidigezh kuzulioù skoazell evit ar stourmerien bac'het. Ar c'hazetenner, bet an hini kentañ e 1964 o komz brezhoneg er skinwel, a roas e zilez goude-se.

E Penn-ar-Bed, Aodoù-an-Arvor ha Mor-bihan, n'eus skinwel ebet ken evit ur milion a dud goude an darzhadenn. Tost daou viz a vo ezhomm evit renkañ an traoù ha gwelet skeudennoù en-dro war ar skramm-bihan.

N'eo ket bet kavet morse gant piv 'oa bet graet an taol.

La newsletter
de la cinémathèque de Bretagne

Pour recevoir toutes nos informations,
inscrivez-vous

Powered by diasite
Designed by diateam