Ur sizhun, un istor : sizhun 41 [30488]
2017 précisément | TÉBÉO
Contribuez !- Genre
- Montage d'archives
- Durée
- 00:01:28
- Coloration
- Noir & Blanc
- Format durée
- CM - Court métrage
- Son
- Sonore
12 a viz Here 1930. Lakaet e vez stankell Gwerledan da vont en-dro evit ar wech kentañ.
Ezhommoù energiezh bras a oa diwanet goude ar Brezel Bed Kentañ, ha paour e oa chomet ar C’hreiz Breizh war an dachenn-se. Skluz kant naontek ha pevar-ugent kanol Naoned-Brest, e Gwerledan, a seblante bezañ al lec’h peurvat evit staliañ ur greizenn dre zour.
Al labourioù a bad as seizh vloaz, etre 1923 ha 1930, met abalamour d’un diouer a arc’hant e rankjont chom a-sav etre 1925 ha 1927. Filmet e oa bet ar chanter divent-se gant Pierre Le Chanu e 1928.
Bep dek vloaz e vez disec’het penn-da-benn al lenn artifisiel evit gellet gwiriañ ha kempenn lodennoù ar stankell a zo dindan zour. Un arvest souezhus eo, a zegas ur bern touristed, deuet da welet dismantroù an draoñienn.
La newsletter
de la cinémathèque de Bretagne
Pour recevoir toutes nos informations,
inscrivez-vous
