• Entrez votre identifiant et votre mot de passe dans le formulaire ci-dessous

    Votre identifiant
    Votre mot de passe

7219

Films
en accès libre

RECHERCHE
  • Titre   Résumé   Réalisation   Séquences   Années  





  •  
    Champ
    Opérateur
    Valeur

Ur sizhun, un istor : sizhun 5 [30461]

2017 précisément | TÉBÉO

Film professionnel | Bretagne
    • Genre
    • Documentaire
    • Durée
    • 00:01:31
    • Coloration
    • Noir & Blanc
    • Format durée
    • CM - Court métrage
    • Format original
    • Son
    • Sonore
    • Descripteurs
    • Abbé Pierre (L') (Henri Grouès dit) - Rennes (35)
Kentañ a viz C'hwevrer 1954. Galv an Abad Pierre war gwagennoù Radio Luxembourg a c'houlenn groñs digant an holl bezañ kengret hag unanet evit reiñ sikour d'an dud dilojeiz.
En e yenañ e oa ar goañv d'ar mare-se, kriz ha didruez gant ar re n'o devez tamm goudor ebet. Mervel a ra degadoù a dud gant ar riv d'ar poent-se.
Klevet eo ar galv : donezonoù ha profoù liesseurt a vez graet e pep korn ar vro.

E Roazhon e oa bet krouet e 1936 ar greizenn gentañ evit reiñ bod d'an dud dilojeiz, Oaled Sant-Benead Labre, gant Yves Desbois. Rener karr-di ar gazetenn l'Ouest-Eclair e oa, ha tapet en doa ar pleg skarzhañ an dud a glaske bod e kirri-samm ar gazetenn gant sailhadoù leun a zour betek ma kontas unan anezho taerder an noz hag ar yenijenn...

Un nebeud devezhioù goude ar Galv, d'ar 24 a viz C'hwevrer 1954, e teuas an Abad Pierre da Roazhon da gejañ ouzh tud an Oaled, ar re zilojeiz koulz hag an dud a youl-vat, ha da zegas spi da bep hini anezho.
Filmoùigoù Yves Desbois, e-giz hemañ, a veze skignet e Breizh hag an arc'hant rastellet a servije da arc'hantaouiñ an Oaled.

La newsletter
de la cinémathèque de Bretagne

Pour recevoir toutes nos informations,
inscrivez-vous

Powered by diasite
Designed by diateam