29 a viz Mae 1949. Distrujet eo skolaj Sant Frañsez Zavier e Gwened abalamour d’un tan-gwall. Aozet e vez an distro-skol d’an 8 a viz Even, hag a-drugarez d’an dud a youl-vat deuet da sikour evit
...
7 a viz Even 1936. Sinet eo emglevioù Matignon. Tremen a ra an amzer labour da 40 eurvezh ar sizhun, lakaet e vez e pleustr ar c’henemglevioù-micher, ha krouet e vez an ehanoù-gopret.
14 a viz Even 1931. Ouzhpenn 5oo den a bign e-bourzh ar Sant-Philibert, ur vag-dre-dan, evit mont eus Naoned da Nervouster. Da vare an distro, da 5 eur abardaez, eo troet an amzer da fall. Un nebeut
...
22 a viz Even 1961. Dieubet eo Alexis Gourvennec ha Marcel Leon, e-penn stourm al labourerien-douar e Breizh er bloavezhioù tri-ugent. Gant 5000 labourer-douar all o doa kemeret perzh en aloubadeg
...
29 a viz Even 1976. Aet eo ar maout gant Eric Tabarly er pempvet redadeg treuzatlantel saoz. War e vag Pen Duick 6 e lakaas nebeutoc'h eget 24 devezh evit treuziñ ar meurvor Atlantel, eus Plymouth e
...
10 a viz Gwengolo 1905. An Aotrou Billette de Villeroche, maer Konk-Kerne ha perc’henn ur fritur, a ziviz aozañ ur gouel kengret gant pesketaerien ar vro. Diaes-tre eo an traoù evito hag o familhoù
...
Erru eo poent an distro-skol evit miliadoù a vugale. E Lambaol-Gwitalmeze e tigor ar c’hentañ skol Diwan, gant pemp bugel hag o c’helenner ha kaner Denez Abernot.
...
18 a viz Gwengolo 1944. Fin an Eil Brezel Bed. Abaoe 1500 devezh e oa aloubet kêr Vrest gant an arme alaman pa zivizas an amerikaned dieubiñ anezhi ha lakaat neuze un termen d’ar brezel spontus-se a
...
24 a viz Genver 1976. Skeiñ a ra an Olympic Bravery, un eoullestr a vro Liberia, war garreg hanternoz enezenn Eusa. Loc'het e oa eus Sant-Nazer, 'lec'h ma oa bet savet, ha mont a rae betek Norvegia
...
22 a viz Here 1961. En em gavout a ra Edgar Pisani, deuet da vezañ Ministr al Labour-Douar nevez 'zo, e Plouared, en aodoù-an-Arvor. Abaoe mizvezhioù eo luziet an traoù, ha manifestadegoù
...
26 a viz Here 1966. En ur ober 48 eurvezh e oa kouezhet dek milimetrad glav a pevar-ugent war Roazhon hag an trowardroioù. Stanket e oa an hentoù, ha beuzet ar parkeier.