• Entrez votre identifiant et votre mot de passe dans le formulaire ci-dessous

    Votre identifiant
    Votre mot de passe

10 040

Films
en accès libre

Anavezout Breizh adalek ar penn-kentañ betek bremañ [27189]

2014 précisément | Olivier CAILLEBOT | Jean-Jacques MONNIER

Contribuez !
Film professionnel | Bretagne

Ce film n'est pas disponible. Pour plus d'informations, contactez-nous.

E doare un diviz eo e kinnig dimp Olivier Caillebot ha Jean-Jacques Monnier ober gwelloc’h anaoudegezh gant Breizh, ha kement-se eus an amzerioù koshañ betek bremañ. Gant an daou DVD-mañ (tost da 5 eurvezhiad skeudennoù ha filmoù) e c’hallit deskiñ ur bern traoù, diwar-benn Istor Breizh evel-just, met ivez diwar-benn ar vro, buhez an dud, an ekonomiezh, ar sevenadur hag an douaroniezh. Kement-se gant 22 deuliad hag a c’haller sellet hervez an urzh a garer.
Dielloù hep o far a gaver e-barzh, dielloù hag a c’haller gwelet evit ur wech kentañ evit ur bern anezho. Ganto e c’hallit beajiñ ha bezañ e kreizig-kreiz istor ha sevenadur kement korn a zo e Breizh. Pa vez diouer a skeudennoù eo gant mailhed war an tresañ istorel eo e vez lakaet ar prantadoù istor da vevañ en-dro, diazezet o labour war mammennoù ar mare.
Ken pinvidik-all eo ar sonerezh a ya da heul. Adkavout a reer bommoù mat al levr-CD Histoire de la Bretagne pour tous, gant sonerezh eus an holl vareadoù eus an Istor, ha reoù nevez a zo ouzhpenn. 42 soner, kaner ha c’hoarier a ambroug ac’hanoc’h evit ar veaj-mañ a zo koulz unan da glevet hag unan da sellet. Lakaet eo bet an destenn da dalvezout evit ar brezhoneg gant Divi Kervella hag an divizoù gant Laetitia Fitamant hag Aziliz Bourgès.
Ha setu ma ra an displegerezh, ar skeudennerezh hag ar sonerezh un hollad hep e bar evit kinnig ur sell ledan, en un doare nevez-flamm, war Breizh, a-wechall da vremañ. Un nor digor-bras, graet evit an holl eta, war sevenadur ar vro.


CD1
- Breizh a-raok an istor (eus -700000 da -700)
- Oadvezh an houarn, Arvorigiz, ar sevenadurezh keltiek
- An darempredoù gant bed ar Romaned
- Rouantelezhioù brezhon Arvorig
- Eus aloubadegoù ar Vikinged da lañs Europa feodel
- Stad Breizh (1341-1532)
- Kendalc’h an oadvezh aour (1532-1665)
- Bec’h ha diaezamantoù «kantved Loeiz XIV»
- Adlañs ekonomiezh hag ensavadurioù Breizh
- Breizh e-kerzh ar Reveulzi hag an Impalaeriezh : kollet ar mor gant Breizh
- Un adlañs diaes-diaes (1815-1881) : dale hag eksotegezh

CD 2
- Ne vez ket klasket kalz sikour an adsevel
- Bihanik eo an digor war ar mor
- Gwall stroñsadenn ar Brezel bras
- Ar Vretoned a sonna o fennoù en-dro
- Stroñsadenn an aloubidigezh hag an dalc’hidigezh (1940-1942)
- An adsav, an dieubidigezh, droukheuliadoù ar brezel (1942-1950)
- Poan o sevel kein
- Ar reveulzioù kentañ
- Stourmoù an dud evit mirout ar sevenadur hag an endro
- Mont war-raok ha chom war-lerc’h (1980-2014)
- Bilañs : taolioù kaer ha bec’hioù nevez da vont dreisto.

La newsletter
de la cinémathèque de Bretagne

Pour recevoir toutes nos informations,
inscrivez-vous

Powered by diasite
Designed by diateam