KIE, ar bikez vihan
Savet gant Isao Takahata
E-barzh ur c’hartier poblek eus Osaka emañ Kie o vevañ asambles gant he zad, Tetsu. An dud deut n’int ket dalc’hmat ar re « vras » : lezirek eo Tetsu, sot gant ar c’hoarioù hag an emgannoù, ha laoskel a ra Kie d’ober wardro e ostaleri ha kontoù an tiegezh. N’eo ket gwall aes buhez familh Kie, ha dre se e teu-hi da vezañ ur plac’hig diluz kap d’en em zibab en holl zegouezhioù. Gant skoazell he zud-kozh hag he c’hazh dichek e klask lakaat tarzhell he zad da vont en-dro ; un tad hag a vez brudet, e-barzh ar c’hartier, evel « Tetsu, ar gwaz mat da vann ». Daoust dezhi ober seizh-ugent tra war ar memes tro, daoust dezhi bezañ pennek, ne ra Kie nemet hunvreal gant ur vuhez familh… boutin ! Derc’hel a ra penn ar plac’h vihan : un deiz bennak, marteze, e teuy he mamm Yoshi war he c’hiz d’ar gêr, ha brav e vo dezhe o-zri bevañ evurus en-dro.
Tennet eo an dresadenn-vev eus ar manga b r u d e t - k a e r Etsuji Haruki, Jarinko Chie, gant Isao Takahata. Ur gomedienn plijus eo a voulc’h an hent da filmoù ar studio Ghibli. En ur livañ, tener e sell gantañ, buhez pemdez ha leun a zarvoudoù souezhus ur plac’hig a benn, e tiskouez ar sevener deomp penaos e oar-eñ meskañ a-feson komedienn ha dram, gwirvoud ar gevredigezh ha fromoù an dud…
Film-bevaat / Bro Japan / 1981
Skrid : Noboru Shiroyama, Isao Takahata
Krouet gant : Etsumi Haruki
Renerien ar bevaat : Yasuo Otsuka, Yôichi Kotabe
Produiñ : TMS, Kitty Music, Toho
Advouezhiet gant DIZALE gant sikour KUZUL RANNVRO BREIZH
Treiñ-azasaat : Corinne Ar Mero / Renet gant Laors Skavenneg / www.dizale.org
Skignañ e Bro Frañs : Wild Side Films – 2005
En partenariat avec Dizalé, Daoulagad Breizh et SKED - Dossier pédagogique disponible auprès de Daoulagad Breizh
La newsletter
de la cinémathèque de Bretagne
Pour recevoir toutes nos informations,
inscrivez-vous