8 a viz Genver 1936. Emmanuel Vaillant, bet livour savadurioù ha bremañ perc'henn ur stal luc'hskeudennerezh, a gemer e gamera 9,5 mm evit filmañ an doureier-beuz e Bro Naoned. Abaoe un nebeud
...
24 a viz Genver 1976. Skeiñ a ra an Olympic Bravery, un eoullestr a vro Liberia, war garreg hanternoz enezenn Eusa. Loc'het e oa eus Sant-Nazer, 'lec'h ma oa bet savet, ha mont a rae betek Norvegia
...
Kentañ a viz C'hwevrer 1954. Galv an Abad Pierre war gwagennoù Radio Luxembourg a c'houlenn groñs digant an holl bezañ kengret hag unanet evit reiñ sikour d'an dud dilojeiz. En e yenañ e oa
...
Goañv 1953. Erc'h a zo kouezhet forzh pegement e Brasparzh, e traoñ Chapel Menez-Mikael-an-Are, betek tizhout ouzhpenn hanterkant santimetrad. Stanket eo an hentoù.
28 a viz C'hwevrer 1947. Krouiñ a ra Paul-Emile Victor an Troiadoù Pennahelel Gall gant ar pal aozañ an enklaskoù hag ar studi skiantel en Arktika hag en Antarktika. Ar film"Terre des
...
8 a viz Meurzh. Er bed a-bezh e vez lidet Devezh Etrevroadel Gwirioù ar Merc'hed, un doare da zerc'hel soñj ez eo ar gevatalded etre ar maouezed hag ar wazed ur stourm a-viskoazh.
16 a viz Meurzh 1978. Un eoullestr a vro Liberia, an Amoco Cadiz, a zo aet d'ar strad e-pad an noz, war aodoù hanternoz Penn-ar-Bed, 'kostez Porsal. Goude bezañ klasket he stlejañ betek an douar, en
...
21 a viz Meurzh 1936. Ur vag eus ar morlu broadel, an "Endurante", a zo o paouez stekiñ ouzh reier e genou stêr ar Ron. Kerkent e ya war skoazell Pêr Py, e-penn maltouterezh ha
...
28 a viz Meurzh 1954. E-giz bep bloaz e vez lidet Meurlarjez e Brest. Niverus eo deuet ar vrestiz treuzwisket da arvestiñ ouzh dibunadeg ar c'hirri kinklet hag ar ramzed paper betek plasenn ar
...