Emezelit d'ar gevredigezh evit sellet ouzh an holl filmoù bet lakaet enlinenn, furchal en diaz roadennoù pe c'hoazh en dastumad luc'hskeudennoù. Ouzhpenn da se, hervez statudoù Gwarez Filmoù, e vo tu deoc'h kemer perzh er vuhez kevredigezhel ha neuze votiñ en emvodoù-meur.
Emezelit enlinenn amañ dindan, pe moullit ar furmskrid ha kasit anezhañ gant ho chekenn.
- Studier.ez, dilabour : 15 €
- Aozadur (kevredigezh, strollegezh) : 50 €
- Skolioù : 100 €
- Mediaouegoù : 150 € evit ur post war al lec'h (mont e darempred ganeomp evit kaout ur c'hont a-bell pe evit rouedadoù levraouegoù/mediaouegoù)
EMEZELADUR SKOAZELL
Mar fell deoc'h sikour ar gevredigezh da gas da benn he raktres e c'hellit evel-just reiñ muioc'h. Un aozadur a laz hollek eo Gwarez Filmoù, ar pezh a dalvez e c'hellomp ober ur guitañs kemedel (reçu fiscal) evit ar profoù ha skodennoù a resevomp :
An dud prevez a c'hello neuze kaout un distaol a 66% eus ar sammad roet war an tailhoù (betek 20% eus ar goproù ma vez tailhoù warno)
An embregerezhioù o do un distaol a 60% eus ar sammad roet war an tailhoù (betek 0,5% eus ar goproù ma vez tailhoù warno)
RANN AN DUD A-VICHER :
Programmatourien.ezed, sevenerien.ezed, produktourien.ezed, teuliourien.ezed kleweled... Ezhomm ho peus implijout skeudennoù evit ur raktres bennak ?
Ur rann ispisial a zo evit an dud a-vicher. Leuniit ar furmskrid evit digeriñ ur c'hont : asantet e vo dindan 48 eurvezh (estreget e-pad an dibenn-sizhun) ha tu vo deoc'h neuze ober enklaskoù ha sellet ouzh an holl filmoù a veromp a-fed gwirioù.