• Skrivit hoc'h anv implijer ha ger-kuzh er furmskrid amañ dindan

    Anv implijer
    Ger-kuzh

8794

film enlinenn

Emezelañ

Emezelit d'ar gevredigezh evit sellet ouzh an holl filmoù bet lakaet enlinenn, furchal en diaz roadennoù pe c'hoazh en dastumad luc'hskeudennoù. Ouzhpenn da se, hervez statudoù Gwarez Filmoù, e vo tu deoc'h kemer perzh er vuhez kevredigezhel ha neuze votiñ en emvodoù-meur.
 
Emezelit enlinenn amañ dindan, pe moullit ar furmskrid ha kasit anezhañ gant ho chekenn.
 

Emezelañ enlinenn
Kaset e voc’h davet al lec’hienn e galleg

 

Adhérer

 

PRIZ AR BLOAZ

EMEZELADUR SIMPL

- Den prevez : 30 €
- Studier.ez, dilabour : 15 €
- Aozadur (kevredigezh, strollegezh) : 50 €
- Skolioù : 100 €
- Mediaouegoù : 150 € evit ur post war al lec'h (mont e darempred ganeomp evit kaout ur c'hont a-bell pe evit rouedadoù levraouegoù/mediaouegoù)

 

EMEZELADUR SKOAZELL

Mar fell deoc'h sikour ar gevredigezh da gas da benn he raktres e c'hellit evel-just reiñ muioc'h. Un aozadur a laz hollek eo Gwarez Filmoù, ar pezh a dalvez e c'hellomp ober ur guitañs kemedel (reçu fiscal) evit ar profoù ha skodennoù a resevomp : 
  • An embregerezhioù o do un distaol a 60% eus ar sammad roet war an tailhoù (betek 0,5% eus ar goproù ma vez tailhoù warno)

RANN AN DUD A-VICHER :

Programmatourien.ezed, sevenerien.ezed, produktourien.ezed, teuliourien.ezed kleweled... Ezhomm ho peus implijout skeudennoù evit ur raktres bennak ?
 
Ur rann ispisial a zo evit an dud a-vicher. Leuniit ar furmskrid evit digeriñ ur c'hont : asantet e vo dindan 48 eurvezh (estreget e-pad an dibenn-sizhun) ha tu vo deoc'h neuze ober enklaskoù ha sellet ouzh an holl filmoù a veromp a-fed gwirioù.
 
Kit war ar bajenn Implijout ar filmoù evit gouzout hiroc'h.
 

 
Evit mont pelloc’h
Furmskrid emezelañ

Furmskrid emezelañpdf - 127 Ko

      • 24 couv brochure 2023-20243.jpg
      • Programmadur
      • 2023-2024

      • 19 weber consultation ophtalmologique.jpeg
      • Teuliad pedagogel
      • "Eus ur sell d'egile"

      • 6 Entrefil 4.JPG
      • Lizher-kelaouiñ
      • Entrefil

      • 2 DVD.jpg
      • Dizoloit
      • Ar stal

Lizher-kelaouiñ Gwarez Filmoù

Lakait hoc'h anv evit resevout an holl ditouroù

Powered by diasite
Designed by diateam