Adkavit chomlec'hioù pep hini amañ
Gaïd PITROU
Renerez Gwarez Filmoù abaoe 2021, Gaïd a zo e-karg eus raktres hollek ar gevredigezh, heñchet gant ar c'huzul-merañ. Buheziñ hag ambroug a ra kefridioù ar skipailh gopridi·adezed.
Cécile BOUDINEAU
Cécile a zo e-karg eus merañ ar melestradurezh, an arc'hant ha koskor Gwarez Filmoù Breizh.
Dorine ALLAINMAT
Dorine a sikour ar skipailh a-bezh hag ar renerezh war an aferioù melestradurel.
Nathalie SOULIÉ
Implijiadez kempenn.
Serret eo skourr an Il-ha-Gwilen abaoe ar 4 a viz Gouere 2025. M'ho pez goulennoù, kit e darempred gant skourr Brest.
Pascal LE MEUR
Teuliour hag e-penn skourr al Liger-Atlantel. Ober a ra war-dro an dastum, an teuliaouiñ hag an talvoudekaat war departamant al Liger-Atlantel. Ken-sevel a ra programmadur bloaziek Gwarez Filmoù Breizh.
Hervé LE BRIS
E-karg eus an dastum e Brest. Merañ a ra ar c'hevradoù hag an darempredoù gant ar fizierien.
Véronique LANGLOIS
Teuliourez, e-karg eus dielfennañ filmoù an dastumad. Merañ a ra ivez dielloù paper ha levrioù Gwarez Filmoù Breizh.
Alan LOZEVIS
Teknikour diellour, ober a ra war-dro ar belikulennoù arc'hantek, eus an naetaat d'an niverelaat, ha merañ a ra lec'h stokañ ar filmoù. Ober a ra ivez roll ar skorioù en diaz-roadennoù.
Nicolas NOGUES
Penn ar servij teknikel, data & mirout. Merañ a ra an doareoù niverelaat, mirout ha pourchas a ra ar skeudennoù evit ar gwerzh pe ar skignadennoù. Karget eo ivez d'ober studiadennoù teknikel hag arc'hantel war an ezhommoù da zont evit mirout an dastumadoù.
Jeanne MÉGLY (KTP)
Teknikourez diellourez war ar son.
Marie CARREZ
E-karg eus ar programmadur hag an obererezhioù sevenadurel. Ken-sevel a ra programmadur bloaziek Gwarez Filmoù Breizh ha lakaat a ra anezhañ e pleustr e Penn-ar-Bed. Respont a ra ouzh goulennoù aozadurioù liesseurt evit aozañ skignadennoù (aozadurioù sevenadurel, tiez-kêr, sinemaioù, gouelioù...)
Mevena GUILLOUZIC-GOURET
Lucie JULLIEN
E-karg eus an darempredoù gant an dud a-vicher. Respont a ra d'ar goulennoù skeudennoù a vez savet outi, sikour a ra d'ober enklaskoù ha diwall a ra ouzh gwir ar skeudennoù. Gouest eo d'ober obererezhioù teknikel ha frammañ skeudennoù. Merañ a ra ivez fiziad rannvroel ar filmoù sikouret gant Rannvro Breizh.


Lizher-kelaouiñ Gwarez Filmoù
Lakait hoc'h anv evit resevout an holl ditouroù