• Skrivit hoc'h anv implijer ha ger-kuzh er furmskrid amañ dindan

    Anv implijer
    Ger-kuzh

8794

film enlinenn

Fiziañ

Un tamm mat a deñzorioù a chom da ziskoachañ en ho kav, ho krignol pe en hoc’h armelioù kozh : filmoù war ganelloù...
Roit dorn deomp da adkavout ar filmoù‑se, kozh pe nevez, evit ma vefent miret ha gwarezet ganeomp.

 

Klask a ra Gwarez Filmoù ar Vro forzh peseurt film a c’hell bezañ un testeni eus hor sevenadur pe eus istor hor bro : filmoù faltazi pe teulfilmoù, filmoù ensavadurel pe filmoù diwar c’houlenn, labourioù kevredigezhel pe filmoù stummadurioù, filmoù amatourien (er familh, e vakañsoù, teulfilmoù diwar‑benn gouelioù parrezioù pe manifestadegoù publik…). 

 

Kas ho filmoù deomp a dalvez kemer perzh er pinvidikaat memor ar Vro. Ur c’hopi eus ar film, pe ur fichennaoueg niverel a vez roet digoust da bep hini a zegas ur film deomp.

Mod-all, ma vez ganeoc’h dafar sinema, pe e vefe kamera pe luc’hvanner, pe forzh petra a denn eus ar sinema, e c’hellit kinnig ma vefe fiziet pe roet da Warez Filmoù ar Vro.

 

Hentenn an dielloù

Fiziañ ur film ennomp ne dalvez ket e vo kaset deomp ganeoc’h pe dre ar post hag echu. Un hentenn kemplezh a raio e diabarzh Gwarez Filmoù ar Vro, da gentañ ur fiziad da c’hortoz, e-keit ma vo unan eus hon dastumerien oc’h ober anaoudegezh gant ar font, dre sellet outañ gant perc’henn ar skeudennoù pe get. Priziañ a ra stad an dafar hag an danvez ennañ, hervez kriterioù didoueziañ ar glad. Goude‑se e vo degemeret da vat ar fiziad, pe neuze e vo nac’het, ha neuze roet deoc’h en-dro.

 

Diouzh un tu all e krog an dastumer gant ul labour enklask, ha dastum a ra kement titour a c’heller da gaout diwar‑benn an aozer hag ar skeudennoù, diskrivañ a ra an danvez enno evit prientiñ menegoù da vezañ diaz titouroù ar filmaoueg. Pouezus-mat eo ar prantad-mañ evit kompren pezh eo ar font, evit ma teufe da vezañ gwelet adarre, ur prantad a vo echuet pa vo bet sinet ar c’hevratoù fiziañ ha dilez ar gwirioù, pezh a zo diazez un darempred padus etre ar filmaoueg hag ar perc’henn, deuet da vezañ ur fizier.

 

Prantad diwezhañ an hentenn, an tretiñ teknikel, en e douez an nivereliñ, evit ma vefe savet ur gopienn video a vo roet digoust d’ar fizier, en eskemm da c’hellet miret ha talvoudekaat skeudennoù gant ar framm degemer. Goulenn a reomp digant ar fizierien kaout pasianted ha madelezh pa vo kemeret amzer an tretiñ-se, a bado hervez braster ar fiziad ha niver ar fiziadoù kaset d’ar filmaoueg.

 

 

 

Evit gouzout hiroc'h, sellit ouzh "Un teñzor e Breizh"

sevenet gant liseidi e-kerzh ar genstrivadeg "Filmañ a ran ar vicher a blij din".

 

 

Perak fiziañ ?

Fiziañ a dalvez emaoc’h o kemer perzh er sevel ur memor a-stroll e Breizh.
Ar filmoù a vez alies testenioù eus hor sevenadur hag eus hon istor. Fiziañ anezho ennomp a dalvez ivez saveteiñ anezho e‑keit m’eo posupl c’hoazh ! En arvar e vez ar filmoù, dre ma’z eont da fall, ha ma vezont distrujet tamm-ha-tamm, un argerzh ha n’heller ket mirout outañ ma ne vezont ket miret gant an doareoù a zere. 

 

Penaos fiziañ ?

Evit‑se e vo mat deoc’h mont e darempred gant hor servijoù e Brest, Roazhon pe Naoned. (sellet ouzh an daveennoù).

Adalek hon emgav kentañ e voc’h lakaet da gemer perzh en doare ma vo degemeret ar filmoù, ha goulennet e vo diganeoc’h titouroù a-bouez : elfennoù buhez, deiziadoù pe lec’hioù, ha kement zo...

Dirazoc’h e vo enrollet ho fiziad, ha roet deoc’h ur guitañs da c’hortoz.
Mont a raio an dastumer e darempred ganeoc’h en‑dro pa vo bet echu sellet an diell, evit kemenn deoc’h ma vo fiziet er filmaoueg pe get.
Kadarnaet e vo ho fiziad gant kevratoù fiziad ha dilez gwirioù, gant ur renabl resis eus an elfennoù bet fiziet ennomp ganeoc’h.

 

Ha ma rofec'h deomp ho filmoù, skritelloù, teuliadoù, pe ho rikoù sinema ?

Evit an dud a fellfe dezho degas ul labour fetis ha padus evit ma vefe savet ur font rannvroel ar sinema hag ar c’hleweled e diabarzh Gwarez Filmoù ar Vro eo posupl dezho ivez reiñ filmoù pe rikoù e‑lec’h fiziañ anezho. Sinet e vo neuze un akta a zonezon.

 

Hag ar videoioù ?

E Gwarez Filmoù ar Vro e vez strollet an holl doareoù kleweled war video (gwelloc’h ma vezont war skoroù a‑vicher), hep tamm gwarant a‑fed mirout, abalamour m’eo ken bresk ar skoroù magnetek. Treuzkaset e vez ar videoioù war ur skor niverel nevez evit ma vefe gwarantet trebadusted an oberennoù.

 

 

      • 24 couv brochure 2023-20243.jpg
      • Programmadur
      • 2023-2024

      • 19 weber consultation ophtalmologique.jpeg
      • Teuliad pedagogel
      • "Eus ur sell d'egile"

      • 6 Entrefil 4.JPG
      • Lizher-kelaouiñ
      • Entrefil

      • 2 DVD.jpg
      • Dizoloit
      • Ar stal

Lizher-kelaouiñ Gwarez Filmoù

Lakait hoc'h anv evit resevout an holl ditouroù

Powered by diasite
Designed by diateam