• Skrivit hoc'h anv implijer ha ger-kuzh er furmskrid amañ dindan

    Anv implijer
    Ger-kuzh

7219

film enlinenn

Piv a vez o fiziañ filmoù ennomp ?

En tu all da 1 800 den o deus fiziet o dafar e Gwarez Filmoù ar Vro betek-hen, ouzhpenn 50% anezho o deus degaset peadra da sevel darn vras ar font amatour ar brasañ er Frañs, gant 33 000 film ha 1 800 benveg...
 
Arouezius eus hor c’hevredigezh eo an dud a vez o fiziañ filmoù pe videoioù ennomp : eus tud prevez da dud a‑vicher, kement hag ensavadurioù pe embregerezhioù.
 
Un dra zo etre ur mestr-skol, ur glañvdiourez, ur c’hloareg hag un dentourez, ur martolod hag ul lunederez ? Ur film ! Filmaozourien amatour eo an holl dud-se... Filmoù familh, karnedoù beaj, teulfilmoù, filmoù faltazi, pep tra zo mat evito. Gant pep hini anezho e zoare, e deknik, e awen, e vennad hag e atiz pe e sorc’henn. Ha gant pep hini anezho ez eus bet graet ur fiziad ennomp.
Pa gomzer eus sinema amatour e ranker anzav eo c’hoarvezet alies-kaer pa oa ganet o bugel kentañ m’eo deuet ar soñj gant tud zo prenañ ur c’hamera evit ar wech kentañ, met ma kav ar filmaozour amatour plijadur en e zudi nevez e savo goude‑se filmoù all o tennañ eus e vuhez micherel, eus gouelioù e barrez pe darvoudoù e vro. A-drugarez d’ar «c’hleuboù kamera» ez eus bet diskoachet o sorc’henn gant tud zo, ha lod o deus kemeret perzh e kenstrivadegoù, betek dont da vezañ tud a-vicher. Tud all o deus pleustret ar sinema evel amatourien, e-tal ur vuhez micherel all… 

Tud all c’hoazh, bet kroget ganto evel amatourien, pe tud bet o studiañ e skolioù sinema, zo deuet da vezañ tud a‑vicher. En o zouez : Emile Gaudu, René Vautier, Jean Kergrist, Olivier Bourbeillon, Bertrand Van Effenterre, Pierre Schoendoerffer, Nicole ha Félix Le Garrec, ha re all c’hoazh.
Pep hini outo en deus ur bed da reiñ deoc’h da welet.

An ensavadurioù ivez o deus fiziañs ennomp. Peurliesañ e kavont ganeomp an dud nemeto gouest da reiñ buhez d’o filmoù kozh ha disoñjet a-wechoù zoken. Tiez-kêr evel re Vrest, An Oriant, Pondi, an Naoned da skouer, pe kevredigezhioù evel ar Glenan, an IFREMER, Mirdi Breizh, Ensavadur Pennahelel Frañs-Paul Émile Victor, ha kement zo.

Deuit d’ober anaoudegezh gant lod eus ar re o deus bet fiziet o dafar pe o filmoù ennomp, ha sellit ouzh an diskouezadeg "30 ans, 30 appareils", pe sellit ouzh an heuliad “Bobines d’amateurs”.
      • 12 Untitled design.jpg
      • Mar plij
      • Emezelit !

      • 16 une 800x462.jpg
      • En-dro d'ar
      • Filmoù

      • 6 Entrefil 4.JPG
      • Lizher-kelaouiñ
      • Entrefil

      • 2 DVD.jpg
      • Dizoloit
      • Ar stal

Lizher-kelaouiñ Gwarez Filmoù

Lakait hoc'h anv evit resevout an holl ditouroù

Powered by diasite
Designed by diateam