An dastumad "Memor al labour" : ouzhpenn 1000 film enlinenn.
Gant kemmadurioù teknologel ar bedelouriezh eo bet cheñchet an doaroù labourat, an takadoù labour hag o spisverkoù. Micherioù pe embregerezhioù zo aet da get diwar ar cheñchamantoù-se. Ar filmoù bet fiziet e Gwarez Filmoù, bet savet etre ar bloavezhioù 20 ha bremañ, a ziskouez mat an emdroadur-mañ. |
Gant sikour ministrerezh ar sevenadur hag ar c'hehentiñ ha DRAC Breizh ez eus bet, etre 2010 ha 2013, niverelaet filmoù diwar-benn al labour e kêr ha war ar maez evit kinnig an dastumad "Memor al labour" savet en-dro da vicherioù ar mor, al labour-douar, kempenn an tiriad hag an artizanerezh. |
Un dastumad sikouret gant :
Lizher-kelaouiñ Gwarez Filmoù
Lakait hoc'h anv evit resevout an holl ditouroù