• Skrivit hoc'h anv implijer ha ger-kuzh er furmskrid amañ dindan

    Anv implijer
    Ger-kuzh

6654

film enlinenn

Ar skipailh

Adkavit chomlec'hioù pep hini amañ

 
Gaïd PITROU
Renerez 
 
Cécile BOUDINEAU
E-karg eus melestradurezh ha kontouriezh Gwarez Filmoù.
 
Marie CARREZ
E-karg eus ar programmadur hag an oberoù sevenadurel e Brest. Sevel a ra programm "Emgavioù Gwarez Filmoù" ha respont a ra ouzh goulennoù aozadurioù liesseurt evit aozañ skignadennoù (aozadurioù sevenadurel, tiez-kêr, sinemaioù, gouelioù...)
 
Mevena GUILLOUZIC-GOURET
E-karg eus talvoudekaat an dalc'hadoù enlinenn. Merañ a ra al lec'hienn internet, an diaz roadennoù hag ar rouedadoù sokial. Karget eo ivez eus an obererezhioù e brezhoneg.
 
Lucie JULLIEN
E-karg eus gwerzh ar skeudennoù. Respont a ra d'ar goulennoù skeudennoù a vez savet outi, ober a ra war-dro an darempredoù arc'hant gant ar fizierien ha gwerzh an DVDoù. Gouest eo ivez d'ober obererezhioù teknikel ha frammañ skeudennoù.
 
Amélie GROSJEAN
Kenurzhiañ a ra raktresoù Gwarez Filmoù ha merañ a ra ar c'hehentiñ en-dro d'an darvoudoù.
 
Hervé LE BRIS
E-karg eus an dastum e Brest. Merañ a ra ar c'hevradoù hag an darempredoù gant ar fizierien.
 
Nicolas NOGUES
E-penn ar servij teknikel emañ. Merañ a ra an doareoù niverelaat ha mirout, pourchas a ra ar skeudennoù evit ar gwerzh pe ar skignadennoù. Karget eo ivez d'ober studiadennoù teknikel hag arc'hantel war an ezhommoù da zont.
 
Alan LOZEVIS
Teknikour-diellour, ober a ra war-dro ar belikulennoù arc'hantek (naetaat anezho betek o niverelaat gant an Telecinema HD), merañ a ra al lec'h stokañ pennañ dindan ar c'h/Quartz. Ober a ra roll ar skorioù en diaz-roadennoù hag ober a ra ur rak-zielfennadenn eus ar filmoù niverelaet.
 
E Naoned
Pascal LE MEUR
E-penn skourr al Liger-Atlantel, staliet e Dielloù an Departamant. Aozañ a ra ar programmadur miziek, respont a ra d'ar goulennoù skignadennoù aozet war an departamant, ha dastum a ra filmoù bet sevenet er vro. Teuliaouiñ a ra ivez ar filmoù-se ha buhez ar sevenerien.
 
E Roazhon
Jean-François DELSAUT
E-penn skourr an Il-ha-Gwilen. Dastum a ra filmoù sevenet er vro hag aozañ a ra ar skignadennoù en departamant, er Mor-bihan hag en Aodoù-an-Arvor. Gant kevredigezhioù e-giz Travelling/Clair Obscur, Mirdi Breizh, Ekomirdi Bro-Roazhon e aoz skignadennoù ingal.
      • 12 Untitled design.jpg
      • Mar plij
      • Emezelit !

      • 16 une 800x462.jpg
      • Dalc'had
      • Memor al labour

      • 6 Entrefil 4.JPG
      • Lizher-kelaouiñ
      • Entrefil

      • 2 DVD.jpg
      • Dizoloit
      • Ar stal

Lizher-kelaouiñ Gwarez Filmoù

Lakait hoc'h anv evit resevout an holl ditouroù

Powered by diasite
Designed by diateam