Kinnig a ra Gwarez Filmoù d'an dud a-vicher prenañ bommoù diwar ouzhpenn 10 000 film bet sevenet abaoe 1910 : buhez pemdez, darvoudoù istorel meur, emsavioù sokial, emdroadurioù ar gevredigezh, e Breizh, e Bro-C'hall pe e lec'h all...
Ar skeudennoù-se, darn vrasañ anezho bet filmet gant filmaozerien amatour, a zegaso ur sell nevez en ho raktresoù. Kit e darempred ganeomp evit kavout ar re a gloto ar gwellañ !
Un nebeut skouerioù eus ar skeudennoù a c'hellit kavout en hon dalc'hadoù : broioù bet trevadennet, brezelioù Indez-Sina hag Aljeria, Mae 68, beajoù liesseurt (Afrika, Azia, Amerika, Europa...), buhez pemdez Frañs goude ar brezel, politikourien gall, gwallzarvoudoù ekologel, filmoù Ensavadur Pennahelel Frañs - Paul Emile Victor, filmoù diwar-benn al labour-douar pe micherioù ar mor, hag evel-just un toullad filmoù diwar-benn Breizh dre vras.
Evit kaout resisadurioù, prizioù, pe urzhiañ bommoù, kit e darempred gant :