• Skrivit hoc'h anv implijer ha ger-kuzh er furmskrid amañ dindan

    Anv implijer
    Ger-kuzh

8794

film enlinenn

Araezioù - Kefridioù

 
UN NEBEUT SIFROÙ
(d'an 31/12/2020)
 
1 885 fizier.ez
35 159 skor enrollet e Gwarez Filmoù
Ouzhpenn 7 000 film enlinenn
1 765 benveg
Ouzhpenn 260 ezel


Kefridioù pennañ Gwarez Filmoù zo dastum, gwareziñ, mirout ha talvoudekaat glad kleweled Breizh.

 

DASTUM
A-drugarez d'ar filmoù dastumet e vez krouet memor kleweled ar vro. Estreget filmoù sevenet e Breizh a vez miret gant Gwarez Filmoù : ar filmoù bet savet gant breizhiz a-hed ar bed a vez dastumet ivez. Dre vras e vez graet war-dro filmoù amatourien deus un tu ha filmoù keleier ha teulfilmoù ensavadurel deus an tu all.
 
Gant ar re ziwezhañ - filmoù keleier ha teulfilmoù ensavadurel - e vez a-wechoù ur sell diglok hag untuek war istor Breizh, pa vez filmet kalz muioc'h ar fromoù gant an amatourien : ar familh, ar beajoù, ar pemdez... Gant an daou sinema-se e teuer a-benn da ginnig ur sell hollekoc'h war istor un tiriad, o veskañ testenioù istorel, darvoudoù familh hag hengounioù.
 
N'eo ket anat koulskoude ober un dibab ha kemer un diviz pa vez kinniget filmoù deomp : evit dastum e ranker divizout daoust ha dedennus eo an teul evit ar glad, an istor ? Evit-se e rank ar re e-karg eus an dastum anavezout mat-tre an dalc'hadoù evit gouzout gwelloc'h war beseurt tachenn mont da glask skeudennoù a vankfe.

 

 
GWAREZIÑ ha MIROUT

Dindan savadur ar c'h/Quartz e Brest eo e vez miret ar filmoù, en ur sal e-lec'h ma vez kontrollet alies ar glebor hag ar gwrezverk. Da c'houde e vezont niverelaet ha lakaet enlinenn pe en ur stumm prevez evit an implijidi pe war an diaz roadennoù enlinenn.

 
 
TALVOUDEKAAT
Unan eus palioù Gwarez Filmoù eo lakaat an dalc'hadoù da vezañ anavezet d'ar brasañ niver, a-drugarez da obererezhioù disheñvel. Bep bloaz e vez resevet un toullad goulennoù enklask evit raktresoù liesseurt : 
- implij skeudennoù dielloù evit un teulfilm, ur film faltazi, ur c'hlip sonerezh pe c'hoazh un diskouezadeg
- aozañ skignadennoù filmoù gant salioù sinema, ensavadurioù sevenadurel, kevredigezhioù...
 
Kenlabourat a ra ivez Gwarez Filmoù en un doare reoliek gant aozadurioù evit sevel o frogramm, skignadennoù, diskouezadegoù pe festivalioù : Mirdi Breizh, Ekomirdi Bro-Roazhon, Mirdi Arz hag Istor Sant-Brieg, ar c'hevredigezhioù Clair Obscur pe c'hoazh Côte Ouest.
 
Diwar intrudu Gwarez Filmoù e vez aozet skignadennoù alies ivez : emgavioù Gwarez Filmoù e sinema Ar Studioioù Brest, "C'était hier en images" e Dielloù Departamant Liger-Atlantel e Naoned ha "Docs en stock" e Mirdi Breizh e Roazhon.
 
Aozañ a reer ivez chomadennoù* bep daou vloaz war un tiriad disheñvel, e lec'h ma vesker holl gefridioù ar gevredigezh war verr dermen.

 

Adkavit ar programmadur hollek war an deiziataer

 

(*résidences)

      • 24 couv brochure 2023-20243.jpg
      • Programmadur
      • 2023-2024

      • 19 weber consultation ophtalmologique.jpeg
      • Teuliad pedagogel
      • "Eus ur sell d'egile"

      • 6 Entrefil 4.JPG
      • Lizher-kelaouiñ
      • Entrefil

      • 2 DVD.jpg
      • Dizoloit
      • Ar stal

Lizher-kelaouiñ Gwarez Filmoù

Lakait hoc'h anv evit resevout an holl ditouroù

Powered by diasite
Designed by diateam