Skignadenn filmoù diwar-benn DiwanD'ar Merc'her 27 a viz Meurzh da 8e30 diouzh nozSal kleweled Rianteg (56)
Skignadenn daou film e brezhoneg, istitlet e galleg. Diviz gant tud bet e Diwan hag e-karg eus digeriñ ar skolioù kentañ (e brezhoneg, gant tokarnioù treiñ).Brezhoneg 'leizh o fenn (Soazig Daniellou, 1999, 52 min)“E miz Mezheven 1997, al liseidi gentañ o deus graet o holl studioù e brezhoneg e Diwan a dremen ar vachelouriezh. Met petra e vo graet ganto diwar-benn ar brezhoneg hon eus roet dezho, e Breizh hiziv an deiz ma vez komzet nebeutoc'h-nebeutañ ar yezh ? Daoust hag un dazont a vefe d'ar brezhoneg c'hoazh? “Diwan, Diwan (Patrick Prado, 1980, 35 min)“Kelaouenn war ar c’hlas Diwan kentañ-holl. Pe penaos eo cheñchet an darempred gant ar skolioù hag ar skolioù o-unan a-drugarez d’ar brezhoneg.”
Priz skoazell : 4€
Lizher-kelaouiñ Gwarez Filmoù
Lakait hoc'h anv evit resevout an holl ditouroù