Films diffusés :
SETU
E-kreiz brasañ enkadenn eoul-maen ar bed emaomp. Setu keleier Breizh, e 2010."
Savet eo bet "Tele Kreiz-Breizh" da heul ur stummadur a oa bet kinniget ganeomp gant Kuzul Departamant Penn-Ar-Bed ha Daoulagad Breizh, gant Séverine Vermersch ha Corinne Ar Mero. Goude "Ar Wenanenn" ha "Piv ?" hon oa bet ar soñj sevel ur gevredigezh hag a respontfe ouzh c'hoantoù ar re yaouank hiziv an deiz e Breizh : gellet sellet ouzh filmoù e brezhoneg !
Setu neuze hor film diwezhañ : keleier ur chadenn skinwel en ur bed ken tost ouzhomp...
"En l'an de crasse 2010, à l'heure où le pétrole n'est plus qu'un souvenir, la Télé du Centre-Bretagne vous présente son journal quotidien."
Nous avons réalisé "Tele Kreiz-Breizh" suite à une formation proposée par Le Conseil général du Finistère et Daoulagad Breizh, avec Séverine Vermersch et Corinne Ar Mero. Après "Ar Wenanenn" et "Piv ?", l'idée de créer une association était venue naturellement, afin de répondre aux envies des jeunes bretonnants aujourd'hui : pouvoir regarder des films en breton !
Voici donc notre dernier film : les informations d'une chaine de télévision dans un monde pas si imaginaire que ça...
ENEZ BLACK MOR
Film-bevaat / Frañs / 2003 / video Beta / 1 e 25 mun / Liv / Brezhoneg
Seveniñ : Jean-François Laguionie
Senario : Jean-François Laguionie hag Anik Le Ray
Story board ha lay out : Bruno Le Floc’h
Krouidigezh an tudennoù : : Jean-François Laguionie ha Bruno Le Floc’h
Produiñ : Dargaud-Marina - La Fabrique – Les Films du Triangle
Advouezhiañ: Dizale
Skignañ e Breizh: Daoulagad Breizh
O tont e vo er-maezh: Miz Genver2007
1803, war aodoù Kerne Veur. Kid, ur minor a 15 vloaz, a zeu a-benn da achap kuit deus ti an
emzivaded lec’h ma oa bac’het ‘giz ur galeour. Ne oar ket peseurt anv gwir zo gantan ha n’eo pinvidik diwar mann ‘met ur gartenn a ziskuilhfe un denzor bennak war un enezenn, ur gartenn kouezhet deus levr Black Mor, ur morlaer brudet e plijfe kement da Gid bezan henvel dioutan. Asambles gant daou benseour, Mac Gregor hag Ar Fisel, e tap Kid lestr ar warded-aod hag e red kuit war-lerc’h e enezenn hag e denzor, en tu all d’ar Meurvor Atlantel. Met n’eo ket tre pezh vez lennet e levrioù morlaeron a c’hoarvezo gantan. O klask pive o en gwirionez eman Kid breskoc’h evit pezh a ziskouez, ha, war hent enez Black Mor, vo meur a avantur a c’hortozo anezhan.
Adalek 5 bloaz
Film d’animation / France / 2003 / vidéo Beta / 1h 25min / Couleurs / Langue bretonne
Réalisation : Jean-François Laguionie
Scénario : Jean-François Laguionie et Anik Le Ray
Story board et lay out : Bruno Le Floc’h
Création des personnages : Jean-François Laguionie et Bruno Le Floc’h
Production : Dargaud-Marina - La Fabrique – Les Films du Triangle
Doublage en breton : Dizale
Diffusion en Bretagne: Daoulagad Breizh
1803, sur les côtes des Cornouailles. Un gamin de 15 ans, le Kid, réussit à s’échapper de l’orphelinat où il vit comme un bagnard. Il ne connaît pas son vrai nom et a pour seule richesse la carte d’une île au trésor, tombée du livre de Black Mòr, un célèbre pirate auquel il aimerait tant ressembler.En compagnie de deux pilleurs d’épaves, Mac Gregor et La Ficelle, le Kid s’empare du bateau des gardes-côtes et part à la recherche de son île au trésor, à l’autre bout de l’Océan Atlantique. Mais rien ne se passe comme dans les livres de pirates… En quête de son identité, le Kid est plus fragile qu’on ne le croit et bien des aventures l’attendent avant d’arriver à l’île de Black Mòr…
A partir de 5 ans
Lizher-kelaouiñ Gwarez Filmoù
Lakait hoc'h anv evit resevout an holl ditouroù